Tihomir Atanasov Dovramadjiev
Neuz

Tihomir Atanasov Dovramadjiev a zo bet ganet d'an 22 a viz Mae 1979 e Varna (Bulgaria).
Ur c'hoarier echedoù bulgar eo.
Mestr FIDE eo abaoe 2004[1] .
Here 2025: 2 356 eo e renk Elo Standard, 2 338 e renk Elo Fonnapl ha 2 330 e renk Elo Luc'hedenn[2], 2 356 eo e renk Elo Standard uhelañ, bet tizhet e miz Genver 2011.
E 12vet Tournamant Open Fouenant (2006) e tapas an deirvet plas (7/9) war-lerc'h Damien Le Goff ha Deyan Bojkov.
Echedoù-bokser eo ivez. Dont a reas ar maout gantañ er c'hampionad europat kentañ ag Echedoù-Boks e miz Here 2005 goude seizh rondenn a-enep da Andreas Schneider (Alamagn).
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en)E fichenn FIDE
- ↑ (en)E fichenn FIDE
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en)E fichenn FIDE
- (en)E c'hoari e Chessgames