Mont d’an endalc’had

Tigris

Eus Wikipedia
Ar stêr Tigris e-kichen Diyarbakır, Kurdistan Turkia.

An Tigris (دجلة dijlah en arabeg, Dicle e turkeg hag e kurdeg, Deqlath en aramaeg, Τίγρης e gresianeg ; anvet ivez Tigr e brezhoneg[1]) zo ur stêr eus mervent Azia. Eieniñ a ra e menezioù Turki e-kichen al lenn Van. Redek a ra dourioù an Tigris war-zu ar biz ha treuziñ Irak, kenstur pe dost gant ar stêr Eufratez. Kejañ a ra dourioù an div stêr vras un 160 km bennak diouzh ar Pleg-mor pers, da stummañ ar Shatt al-Arab (شط العرب.en arabeg).

War-dro 1 900 km eo hed an Tigris, un tamm nebeutoc’h eget an Eufratez ; met pouezusoc’h eo evit ar c’henwerzh rak donoc’h ha bigi a vez warnañ. Abaoe an Henamzer e vez implijet an div stêr evit doura an douaroù krin zo tro-war-dro.

Mezopotamia a veze graet eus ar vro etre an div stêr, gant Gresianed an Henamzer, ur vro strujus anezhi, abalamour d’an doura-se. Eno e reas brud sevenadurioù Sumer, Babilon, Asiria. Hiziv e kaver kêrioù a bouez ivez war ribloù an Tigris, evel Baghdad, kêr-benn Irak.

  1. Tigris el levrioù istor ha douaroniezh embannet gant TES ; Tigr e geriadurig Roparz Hemon, met «Tigriz» en e romant An ti a drizek siminal (1956, p. 53).
Ar stêrioù Tigris hag Eufratez