Tierniezh
Neuz
(Adkaset eus Tiernac'h)
Un heuliad remziadoù tud eus ar memes lignez eo an dierniezh pe dinastiezh.
An anv-se a vez graet gant tud zo eus tiegezhioù ar roueed hag ar rieien (priñsed, pennadurezhioù a bep seurt). Graet e vez ivez gant remziad roueed ha rummad roueed, met ne glot ket gant seurtoù all a dud (da skouer : ar vBac'hed, sonerien klasel alaman).
Dont a ra ar ger dinastiezh eus ar gresianeg dunasteia a dalvez evit un hollad nerzhioù, da lavaret eo ar galloud. En Henc'hres e oa an dinast (gresianeg dunastès = rieg) un unpenn bihan dindan beli un unpenn galloudusoc'h.
An tierniezhoù koshañ a zo bet eo re Henegipt, met anavezet mat eo ar re a zo bet en istor kozh Bro-Sina betek deroù an XXvet kantved (a-raok 1911 ha krouidigezh Republik Bro-Sina).