Thomas Dossevi

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Thomas Dossevi

Thomas Dossevi, ganet d'ar 6 a viz Meurzh 1979 e Chambray-lès-Tours (Bro-C'hall), zo ur c'hoarier mell-droad . Tager eo e skipailh mell-droad Naoned ha skipailh an Togo.

Mab eo da b-Pierre-Antoine Dossevi hag a oa c'hoarier mell-droad a-vicher ivez e kampionad mell-droad Frañs. E vreur, Othniel Dossevi, a zo c'hoarier mell-droad ivez. Kenderv Thomas Dossevi, Damiel Dossevi e anv, a zo unan eus gwellañ lammerien gant ar berchenn e Bro-C'hall. E vreur yaouank Mathieu, ganet e miz C'hwevrer 1988, en deus ur gevrat stajiad gant ar Mans Union Club 72 e-lec'h ma c'hoari gant ar CFA.


Red micherel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E klub[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E skipailh bro Togo[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hoariet en deus evit ar Coupe d'Afrique des nations e 2002.


Roll loreidi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kampion Ligue 2 gant ar Valenciennes FC e 2006. Gwellañ c'hoarier mell-droad Ligue 2 miz Gwengolo 2007 gant an FK Naoned.


Thomas Dossevi ha Naoned[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Degouezhout a ra Dossevi en FK Naoned e miz Eost 2007 :

  • Kentañ krogad gant Naoned : Le Havre AC-FK Naoned 1-0
  • Kentañ pal gant Naoned : FK Naoned-Stad Brest 3-0 (daou bal gant Dossevi)
  • Palioù Thomas Dossevi gant an FK Naoned : 5 (2 a-enep Stad Brest, 1 a-enep ar SC Bastia, 1 a-enep ar CS Sedan,1 a-enep an FC Libourne-Saint-Seurin)
  • Kemenn : 2 garton melen ha 0 karton ruz
  • Amzer c'hoari : 705 munutenn