Theudis

Eus Wikipedia

Theudis[1] a oa roue ar Vizigoted en Hispania eus 531 da 548.

Goude marv Amalarik, roue diwezhañ an diernelezh Balti e voe dilennet an tiern Theudis, gwechall pennlu Teodorig Veur da vezañ roue. Kas a reas e gêr-benn eus Narbonna da Varcelona. E-pad e ren e voe graet al lezennaoueg kentañ abaoe Euric. E 546 e voe embannet.

E 541 e voe ret dezhañ stourm ouzh Franked Klotar I ha Childebert Iañ o-doa tizhet Pamplona ha Zaragoza. Dont a reas a-benn da zifenn ar c'hêrioù-se ha kas a reas an alouberien kuit eus ar vro. Ne sikouras ket Ceuta pa voe sezizet gant Impalaeriezh Bizantion e 542.

E 548 e voe muntret gant ar skraper Theudigisel[2])

Andonioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En e raok 
Amalaric
Roue ar Wizigoted War e lerc'h
Theugisel

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Theudis eo an anv roet dezhañ gant Isidore Sevilla, met Theodoric e oa e anv gwir moarvat.
  2. "Theudis", Encyclopædia Britannica, 2006. Encyclopædia Britannica Online. 23 July 2006