Mont d’an endalc’had

Theodor Galle

Eus Wikipedia

Theodor Galle (miz Gouere 1571 e Antwerpen - miz Kerzu 1633 e Antwerpen) a oa un engraver flamank, o tont eus ur familh engraverien.

Buhez hag oberenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab da Philip Galle ha breur Cornelius Galle gozh e oa. Stummet e voe e Roma, eno e tresas ar savadurioù kozh. An holl oberennoù-se a zastumas en e levr Imagines ex antiquis marmoribus, numismatibus et gemmis expressae, d'e heul e kaver un dastumad engravadurioù diazezet war e dresadennoù anvet Speculum illustrium virginae, ha Buhez Maria.

E-karg e voe eus ul lodenn eus an engravadurioù a gaver e-barzh Nova reperta, embannet gant Jan Galle diwar oberennoù Jan van der Straet.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • The new Hollstein Dutch & Flemish etchings, engravings and woodcuts (1450 - 1700), Sound and Vision publishers, Rotterdam, 2001