The Spierig Brothers

Eus Wikipedia

Peter Spierig ha Michael Spierig zo breudeur gevell ganet d'an 29 a viz Ebrel 1976, lesanvet The Spierig Brothers. Bez' ez int sevenerien filmoù, produerien ha senarierien alaman-aostralian.

Peter ha Michael o doa kroget da seveniñ filmoù e 2003 gant ar film Undead. Enoret e oant bet gant ur priz evit ar gwellañ efedoù ispisial gant an Australian Film Institute evit o eil film Daybreakers (2010), gant Ethan Hawke ha Willem Dafoe. Pep tra a vez graet ganto asambles: ar skrivañ, produiñ ha filmañ. Ouzhpenn-se e labouront kalz war an efedoù ispisial, labour ar son ha didroc'hañ pe adsevel ar filmoù.

Predestination, ur film embannet ganto e 2014, diazezet war an istor berr skiant-faltazi "—All You Zombies—" gant Robert A. Heinlein, a oa bet degemeret mat-tre. Kenskrivet ha filmet e voent gant ar c'hevelled, hag Ethan Hawke, Sarah Snook ha Noah Taylor e oa bet an aktourien bennañ.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]