The Purge (film, 2013)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

The Purge zo ur film thriller spont stadunanat embannet e 2013. Skrivet ha sevenet eo bet gant James DeMonaco. An aktourien bennañ eo Ethan Hawke, Lena Headey, Adelaide Kane, ha Max Burkholder. Istor ur familh eo, kuzhet en un ti e-kerzh nozvezh ar "spurj (the purge)". Un nozvezh eo lec'h ma vez dieub an holl dorfedoù, betek ar muntr e-pad 12 eurvezh diouzh renk. Taget eo an ti gant torfedourien a glask ur c'hlasker-bara en deus kavet repu en ti.

Rastellet ez eus bet 89 milion a zollaroù evit ur voujedenn a $3 milion, deuet eo da vezañ ar film gant ar voujedenn vihanañ o tizhout ar plas kentañ er box office abaoe 1988. Ar c'hentañ film eo er frañchiz The Purge. An eil film eo The Purge: Anarchy, embannet dre ar bed d'an 18 a viz Gouhere 2014. Un trede film, anvet The Purge: Election Year, a oa bet embannet d'ar 1añ a viz Gouhere 2016. Ur film kent a oa bet embannet gant an anv The First Purge d'ar 4 a viz Gouhere 2018.

Aktourien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Familh Sandin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An amezeien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Arija Bareikis evit Grace Ferrin
  • Dana Bunch evit Mr. Ferrin
  • Chris Mulkey evit Mr. Halverson
  • Tisha French evit Mrs. Halverson
  • Tom Yi evit Mr. Cali

Ar spurjerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Rhys Wakefield evit Polite Stranger Leader
  • John Weselcouch evit Interrupting Purger
  • Alicia Vela-Bailey evit Female Freak
  • Aaron Kuban evit Purger
  • Boima Blake evit Purger
  • Nathan Clarkson evit Purger
  • Chester Lockhart evit Purger
  • Tyler Osterkamp evit Purger
  • R. J. Wolfe evit Purger
  • Trazariah Shells evit Purger
  • Thomas Fuentelzar evit Purger

Tudennoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Anv gwir an dudenn a vez gouezet da vezañ "Dante Bishop" en trede film The Purge: Election Year.