The Loud House

Eus Wikipedia
Gwellaat ar pennad-mañ a vo ret a-raok ma vo gallet lavarout ez eo ur pennad a live holloueziadurel, ken e-keñver danvez, ken e-keñver brezhoneg.
Ma fell deoc'h reiñ hoc'h ali, resisaat petra zo da wellaat, grit e pajenn ar gaozeadenn.

  • Pa vo bet graet ar gwellaennoù e vo ret dilemel ar patrom-mañ.
The Loud House
animated television series
TitlThe Loud House Kemmañ
Tachennanimated sitcom, slice of life, comedy television series, children's television series Kemmañ
Krouet gantChris Savino Kemmañ
Original broadcasterNickelodeon Kemmañ
Bro orinStadoù-Unanet Kemmañ
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwellsaozneg Kemmañ
Deiziad kregiñ2 Mae 2016 Kemmañ
SevenerChris Savino, Kyle Marshall, Darin McGowan Kemmañ
Embregerezh produiñNickelodeon Animation Studio Kemmañ
AmlederParamount Media Networks, Netflix Kemmañ
Theme musicIn the Loud House Kemmañ
Prizioù resevetYoung Artist Awards, Kids' Choice Awards Mexico, Imagen Awards Kemmañ
Roll ar rannoùlist of The Loud House episodes Kemmañ
Diaz embannvideo diwar c’houlenn Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.nick.com/shows/loud-house Kemmañ
Has spin-offThe Casagrandes, The Really Loud House Kemmañ
Audio systemDolby Digital Kemmañ
Media franchiseThe Loud House Kemmañ

The Loud House a zo un heuliad skinwel stadunanat krouet gant Chris Savino hag adskignet abaoe an 2 a viz Mae 2016 war ar chadenn Nickelodeon. Savet eo bet an heuliad diwar bugaleaj Savino, bet ganet e-unan en ur familh niverus, ha troet eo en-dro da vuhez pemdeziek Lincoln Loud, ur paotr unnek vloaz hag ar paotr nemetañ en ur familh dek plac'h m'eo an eil, hag a zo o vevañ en ur gêr faltazius eus mervent Michigan, anvet Royal Woods. Produet gant Nickelodeon Animation Studio ha kaset en-dro gant ar studio kanadian Jam Filled Entertainment. E miz Ebrel 2016 e oa bet roet lañs dezhañ e stumm ur film berr tri munut, Bathroom Break!!, war al lec'hiennoù Nick.com ha YouTube.

Degemeret-mat eo The Loud House adalek ar penn kentañ ha dont da vezañ an heuliad abadennoù kentañ e penn ar c'hleweled e-kerzh e viz skignañ kentañ. Deuet eo da vezañ an heuliad notennet ar gwellañ er skinwel e-kerzh e vizvezh skignañ kentañ. Da-geñver an 28vet hag an 29vet dalc'hadoù ar GLAAD MEdia Awards e oa bet merzet abalamour d'an tudennoù Howard ha Harold McBride, daou dad heñvelrevel Clyde MBride, mignon gwellañ Lincoln, ha gounit a ra an Imagen Awards er programm skinwel gwellañ evit ar vugale evit skeudenn vat al Latinos er rummad. E miz Mae 2017, an tudennoù Lincoln Loud ha Clyde McBride a lakaas ar gelaouenn amerikan Variety da vezañ ur skouer eus al liesseurted sevenadurel hag etnek en heuliadoù skinwel bevaat. E 2019 e teuas er-maez an heuliad abadenn The Casagrandes, awenet gant The Loud House, ha troet dreist-holl war ar familh Casagrande. E miz Eost 2021 e oa deuet er-maez The Loud House Movie, gant Nickelodeon Movies. Tremen a ra an istor e Bro-Skos e-touez hendadoù ar familh Loud. Ar film a zo bet embannet war ar savenn Netflix.

Tudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tudennoù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Familh Loud : Rita Loud, Lynn loud (tadig), Lincoln Loud, Lori Loud, Leni Loud, Luna Loud,Luan Loud, Lynn Loud, Lucy Loud, Lana Loud, Lola Loud, Lisa Loud, Lily Loud, Albert Loud lesanvet "Papy"

Ar familh Loud e mod spisoc’h

  • Lincoln : Lincoln en deus 11 vloaz hag en deus ivez ur c'hamalad gwellañ.
  • Lori : Lori eo an hini henañ er familh, 19 vloaz eo, ur c'hamalad bihan he deus, a zo e anv Bobby.
  • Leni : Leni hi deus 17 vloaz ha aon he deus rak ar c’hevnid.
  • Luna : Luna he deus 15 vloaz ha plijout a ra ar rock dezhi ha sot eo gant sonerezh Mick Swagger.
  • Luan : 14 vloaz eo-hi hag ur gouzougenn eo , ur margodenn hi deus en anv a zo « noix de coco »
  • Lynne :lynne a zou ur sportourez hag 13 bloaz hi deus
  • Lucy : Lucy hi deus 8 ans hag hi a zo goteg hi hi deus kalz askell-groc’hen
  • Lana :hi deus 6 bloaz hag eur potre manquet eo .
  • Lola Loud : Lola i deus 6 vloaz hag a zo un «  mini stars « hag cals priz princesse
  • Lisa Loud : lisa hi deus 4 bloaz hag speredeg eo .
  • Lily Loud : lily hi deus 15 miz en hini bihannan e .
  • Lynn loud : Lynn a zo en dad.
  • Rita loud : Rita a zo ar mamm.

Familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Familh McBrid : Harold, Howard, Clyde
  • Familh casagrande :Bobby, Ronnie Anne, Maria Casagrande-Santiago, Rosa Casagrande, Hector Casagrande, Frida Puga-Casagrande, Carlota Casagrande, Carlos Jr. Casagrande,

Carlino Casagrande (Carlito), Carlitos Casagrande

Tudennoù a-eil[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Skol kentañ derez Royal woodWilbur Huggins eo pennskol kentañ derez ar Royal Woods. Pennlec'h arondisamant Royal Woods eo.
  2. Agnes Johnson eo kelenner pempvet bloavezh ar Royal Woods School.
  3. Coach Pacowski zo kelenner jiminas er Royal Woods School.
  4. Nurse Patti a oa klañvdiourez er Royal Woods School.
  5. Miss Allegra eo kelennerez bloavezh kentañ ar Skol kentañ derez Royal Woods.
  6. An It. Eilkelenner e skol kentañ derez Royal Woods eo DiMartino.
  7. Norzh eo porzhier ar skol kentañ derez Royal Woods.
  8. An It. Shrinivas eo mestrez skol-vamm Royal Woods.