The Hunger Games (film)
The Hunger Games | |
![]() | |
---|---|
Filmdata | |
Titl orin : | The Hunger Games |
Bro produiñ : | SUA |
Deuet er-maez : | 2012 |
Yezh orin : | saozneg |
Padelezh (PAL-DVD) : | 142 munutenn |
Skigner : | Lionsgate |
Boujedenn : | $ 78 000 000 |
Korvoder gros : | $ 384 339 165 |
Pare | |
Filmaozer : | Gary Ross |
Skrivagner : | Gary Ross Suzanne Collins Billy Ray |
Sonerezh : | James Newton Howard, T-Bone Burnett |
Rener al luc'hskeudenniñ : | Tom Stern |
Frammer : | Stephen Mirrione, Juliette Welfling |
Aktourien | |
Jennifer Lawrence, Josh Hutcherson | |
Liammoù diavaez | |
kemmañ ![]() |
The Hunger Games a zo ur film skiant-faltazi stadunanat sevenet gant Gary Ross, an hini kentañ eus tetralogiezh The Hunger Games. E 2012 eo deuet er-maez. Diazezet eo war ar romant The Hunger Games skrivet gant Suzanne Collins.
Senario[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Katniss Everdeen, ur grennardez 16 vloaz anezhi, a zo o chom e SUA an dazont, deuet da vezañ Panem. Goude ur pennad bec'h ha distruj ez eus bet savet ur gouarnamant Capitol e anv. Gwask a zo lakaet war 12 distrig Panem gant ar gouarnamant-se. Goude emsav tud an 13vet distrig hag a zo bet distrujet penn-da-benn ez eus bet krouet c'hoarioù skinwel, Hunger Games o anv. E pep distrig e tibaber ur paotr hag ur plac'h hag a gemero perzh er c'hoari. Ar 24 c'hrennard dibabet a rank en em gannañ, hag er fin ne chom nemet unan anezho. Da-geñver ar 74vet Hunger Games ez eo Primrose (12 vloaz), ha hi c'hoar vihan Katniss, hag a zo dibabet en 12vet distrig. Katniss a gemer he flas evit ma chomfe bev he c'hoar vihan.
Sonerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur bladenn he zitl Songs from District 12 & Beyond a zo, hag ivez sonerezh savet gant T. Bone Burnett ha James Newton Howard hag a glever er film. An ton Rue's Lullaby a zo kanet gant Jennifer Lawrence.
- Safe & Sound (feat. The Civil Wars) – Taylor Swift
- Eyes Wide Open – Taylor Swift
- Abraham’s Daughter – Arcade Fire
- The Ruler & The Killer – Kid Cudi
- Run Daddy Run (feat. Pistol Annies) – Miranda Lambert
- Kingdom Come – The Civil Wars
- One Engine – The Decemberists
- Take The Heartland – Glen Hansard
- Lover Is Childlike – The Low Anthem
- Dark Days – Punch Brothers
- Tomorrow Will Be Kinder – The Secret Sisters
- Just a Game – Birdy
- Oh Come & Sing – Ella Mae Bowen
- Rules – Jayme Dee
- Reaping Day – Carolina Chocolate Drops
- Give Me Something I’ll Remember – Neko Case
- VideoSafe & Sound (Bonus Video) – Taylor Swift
Filmañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Meneget eo anv ar sevener Steven Soderbergh e-touez izili ar skipailh filmañ, evel rener an eil skipailh.
Degemer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dre vras eo bet degemeret mat The Hunger Games gant ar vurutellerien. Er broioù saoznek eo bet dielfennet an traoù gant skipailh Rotten Tomatoes gant an disoc'h 86% a alioù mat, diwar 214 evezhiadenn hag ur geidenn a 7.3/10[1]. Gant al lec'hienn Metacritic ez eo 68/100 an disoc'h, diwar 43 evezhiadenn[2]. Degemeret mat eo bet ivez er C'hwec'hkorn : gant Allociné e kaver an notenn 3.6/5 diwar 16 evezhiadenn[3]. 3.9/5 eo an notenn roet gant an arvesterien[4].
Box-office[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Berzh en deus graet ar film : $ 384 339 165 er bed a-bezh ($ 269 339 165 e SUA hag e Kanada)[5].
E SUA e voe dastumet $ 152,5 milion a c'hounid goude dibenn-sizhun kentañ ar skignañ. Evel-se e teuas da vezañ an trede film a voe graet ar muiañ a c'hounid gantañ e SUA[6]. Dindan 10 devezh e oa bet dastumet $ 250 milion a c'hounid[7],[8],[9].
Heuliad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En holl ez eus pevar film anezhañ. Deuet eo er-maez The Hunger Games: Catching Fire, an eil film, e miz Du 2013. The Hunger Games: Mockingjay – Part 1 e 2014 ha The Hunger Games: Mockingjay – Part 2 e 2015 a echu an heuliad. Gant ur filmaozer all anvet Francis Lawrence eo sevenet an tri diwezhañ.
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ « The Hunger Games », Rotten Tomatoes
- ↑ « The Hunger Games », Metacritic
- ↑ Critiques Presse pour le film Hunger Games – AlloCiné
- ↑ Critiques Spectateurs pour le film Hunger Games - AlloCiné
- ↑ http://www.boxofficemojo.com/movies/?id=hungergames.htm, The Hunger Games, Box Office Mojo, sifroù ar 5 a viz Ebrel 2012
- ↑ Box-office US du 25 mars : Hunger Games, records en série - Première, 25 a viz Meurzh 2012
- ↑ http://www.boxofficemojo.com/movies/?page=daily&id=hungergames.htm
- ↑ http://www.cinefeed.com/ "Hunger Games indétrônable", 2 a viz Ebrel 2012
- ↑ The Hunger Games movie review (2012) (May 1, 2021)