The History of the Decline and Fall of the Roman Empire

Eus Wikipedia
The History of the Decline and Fall of the Roman Empire', levrenn 1, 1818

The History of the Decline and Fall of the Roman Empire, "Istor diskar ha diwezh an Impalaeriezh roman", zo ul levr istor skrivet gant an istorour saoz Edward Gibbon (17371794) hag a gont istor ar sevenadurezh kornôgel – ennañ an aloubadegoù islamek ha Mongol – adalek an Impalaeriezh roman uhel betek diwezh Impalaeriezh Bizantion.

C'hwec'h levrenn a oa : al levrenn I e 1776, al levrennoù II ha III e 1781 hag al levrennoù diwezhañ e 178889.

An danvez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar marevezh istorel etre 98 ha 1590 eo danvez an oberenn a gont an Impalaeriezh roman, istor deroù ar gristeniezh gant savidigezh an Iliz Stad roman. Kavet e vez ivez istor [[Europa]], ha klask a ra an istorour displegañ ar perag eus diskar an Impalaeriezh roman er c'hornôg hag er reter.

Dre ma klaskas sevel un oberenn istorel onest ha skiantel en ur implijout skridoù distank ar mare e voe adkemeret hentenn Edward Gibbon d'ober gant an istorourien a labouras war e lerc'h. Setu penaos e voe lesanvet Gibbon "ar c'hentañ istorour modern eus Henroma".

Europa da vare Karl-Veur, e The History of the Decline and Fall of the Roman Empire, 1862