Mont d’an endalc’had

The First Law

Eus Wikipedia
The First Law
literary trilogy, novel series
Seurt oberennromant Kemmañ
Tachenngrimdark, Dark fantasy, developmental novel, faltazi Kemmañ
AozerJoe Abercrombie Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvsaozneg Breizh-Veur Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.joeabercrombie.com/books/ Kemmañ

The First Law zo un heuliad romantoù skrivet gant ar romantour saoz Joe Abercrombie. Tri romant diazez a zo, gant un hollad romantoù all, stag outo, ha danevelloù ouzhpenn. Abercrombie en deus savet tri romant all c'hoazh er memes bed hag hini The First Law, nemet kontañ a reont darvoudoù c'hoarvezet goude trede romant an heuliad diazez.

Ar romantoù a zo embannet gant Gollancz evit ar Rouantelezh-Unanet ha Pyr evit Stadoù-Unanet Amerika. Evit Breizh ez int embannet e galleg gant Bragelonne.


Levrioù embannet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An triarvest diazez
# Titl Pajennoù Gerioù Embannadur Saoz Levr saoz ISBN
1 The Blade Itself 529 191,200 4 Mae 2006 (ISBN 978-0575077867)
2 Before They Are Hanged 539 198,300 15 Meurzh 2007 (ISBN 978-0575077874)
3 Last Argument of Kings 603 234,100 20 Meurzh 2008 (ISBN 978-0575077898)
Levrioù o-unan
Danevelloù
  • "The Fool Jobs" – embannet er Swords & Dark Magic: The New Sword and Sorcery dastumadenn (Even 2010) and features Curnden Craw and his dozen in events prior to The Heroes.
  • "Yesterday, Near A Village Called Barden" – embannet evel un ouzhpennadenn d'ar romant embannadur Waterstone's evit ar romant The Heroes. An istor a zo diazezet war Bremer dan Gorst e-pad ar c'hampagn brezel a-raok ar romant The Heroes.
  • "Freedom!" - embannet evel un ouzhpennadenn d'ar romant Red Country and focuses on the liberation of the town of Averstock by the Company of the Gracious Hand.
  • "Skipping Town" – embannet en Legends: Stories in Honour of David Gemmell anthology (Du 2013) and features the couple pairing of Shevedieh (Shev) and Javre, Lioness of Hoskopp.
  • "Some Desperado" - embannet en Dangerous Women anthology (Kerzu 2013) and features Shy South on the run during her outlaw days before Red Country.
  • "Tough Times All Over" - embannet en Rogues anthology (Even 2014) and follows courier Carcolf and the circuitous route one of her packages takes through the city of Sipani. It also features Shev and Javre.
  • "Small Kindnesses" - embannet en the Unbound: Tales by Masters of Fantasy anthology (Kerzu 2015) and features Shev and Javre.
  • "Two's Company" - embannet enlinenn war tor.com (Genver 2016),[2] featuring Shev and Javre, a "female Fafhrd and the Gray Mouser style thief and warrior odd couple."[3]
Antologiezh istorioù berr
  • Sharp Ends: Stories from the World of the First Law (Ebrel 2016)[4], dastumadenn eus an holl istorioù berr ha danevelloù goude mare an heuliad romantoù kentañThe First Law (8 bet embannet en a-raok, 5 nevez evit an dastumadenn):
    • A Beautiful Bastard†
    • Small Kindnesses
    • The Fool Jobs
    • Skipping Town
    • Hell†
    • Two's Company
    • Wrong Place, Wrong Time†
    • Some Desperado
    • Yesterday, Near a Village Called Barden...
    • Three's a Crowd†
    • Freedom!
    • Tough Times All Over
    • Made a Monster†

† istor embannet da gentañ e Sharp Ends: Stories from the World of the First Law

Triarvest da vezañ embannet[5]

Staliet 15 vloaz a c'houde darvoudoù ar romant Red Country.

  • A Little Hatred (Gwengolo 2019)
  • The Trouble With Peace (2020)
  • The Beautiful Machine (2021)

Bed The First Law

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bed The First Law a zo unan moliac'h ha brezel-bed, ar marevezh a vez unan krennamzerel europat gant ul lodenn eus ar bed Kreizhdouarel.

  • The Union (an Unvaniezh): savet gant proviñsoù Angland, the Midderlands, Dagoska, Starikland ha kêr Westport e Styria. Dedennet e vefe da emledañ.
  • Gurkhul: un impalaeriezh o emledañ feulslec'hiet e su an Unavniezh
  • The North (an Norzh): a vez graet eus al lodenn-se eus ar bed gant an Unvaniezh met ivez gant annezidi al lec'h. Graet e vez Northmen eus annezidi al lec'h.
  • Styria: un enezenn veur kevandirel e reter an Unvaniezh gant meur a gêrioù o vrezeliañ kenetrezo dizehan.
  • The Old Empire (an impalaeriezh kozh): un impalaeriezh kouezhet en e foul lec'hiet e kornôg an Unavniezh. Pennoù brezel e-leiz a vez o klask bezañ e penn al lec'h.
  • Far Country: ul lec'h dilezenn e norzh an Old Empire ha kornôg proviñs Starikland.

N'eus kartenn ebet eus ar bed e levrioù an heuliad The First Law. Abercrombie a gav gwell dezhañ chom hep o implij. El levrioù o-unan embannet war-lerc'h ez eus bet ouzhpennet kartennoù a dammoù a-raok pep lodenn. Ur gartenn hollek a vez kavet el levr dastumad danevelloù The Sharp Ends.

Diazez istor The First Law

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En istor diazez eus an heuliad e vez tri c'halloud o enebiñ:

  • An Unvaniezh, ur rouantelezh tostik-tost eus Europa kornôg. Ar roue Ladislas e-penn an Unvaniezh a zo kozh ha klañv. Difennet eo ar sklavelezh en unvaniezh.
  • An Impalaeriezh Gurkan, un impalaeriezh o klask emledañ dizehan lec'h ma vez kreñv pouez ar relijion. Tostik-tost eus an impaleriezhioù muzulman. Aotreet eo ar sklavelezh. An impalaer Uthman-ul-Doshten deus ar c'hoant bras d'en em zistaoliañ diouzh an Unvaniezh.
  • An Norzh, ur c'hengevread klanioù eus an norzh gant ur blaz Vikinged hag Angled-ha-Saozon warno. Renet int gant roue an norzh Bethod.

Un talbenn a zo en norzh etre an Unvaniezh hag an norzhidi. Ar re-se o deus aloubet douaroù bet kollet ganto pell 'zo, proviñs Angland. An eil talbenn a zo e su an Unvaniezh a-enep ar Gurked, a glask adkemer kêr Dagoska bet kollet ganto 15 vlaoz a-raok. Al lenner a heuil tonkad tudennoù lies dreist-holl tri anezho (San dan Glotka, Logen Ninefingers ha Jezal dan Luthar), beuzet e darvoudoù meur ar mare.

Tudennoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Logen Ninefingers, barbar eus an Norzh brudet evit bezañ un den feuls-taer ha gouez, lesanvet ivez "The bloody nine". Kollet en deus ur biz ar pezh a awen e anv. Ur berserker eo, met klask a ra paouez gant e vuhez gwadus evit reiñ sikour d'an dud.
  • Sand dan Glokta, Jahiner eus an Inkizision. A-roak e oa ur c'hlezeour ampart, brudet ha moutig. Goude bezañ bet jahinet daou vloaz e toullioù-bac'h an implaeriezh Gurkan ez eo un den freuzet e gorf ha gant dispriz bras evit an holl dud. Plijus eo dezhañ boureviañ pe lakaat da voureviañ an dud.
  • Jezal dan Luthar, un noblañs emgar ha bugel. Dichek ha drouk eo gant an dud ha n'int ket eus an noblañs.
  • Bayaz, First of the Magi, ur sorser eus ar bed kozh, kreñv gant an hud, lemm e spered a-fed politikerezh.
  • Collem West, un ofiser uhel e lu an Unvaniezh, ganet e-touez ar bobl. Speredek hag hegarat met prim da lakaat e boned ruz pa vez kaoz eus e c'hoar.
  • Dogman, un ezel leal eus bagad Logen, sklêrijenner mailh.
  • Ferro Maljinn, ur plac'h du bet sklavezh ha terc'het diouzh an impalaeriezh Gurka. Ar c'hoant a zo ganti lazhadegañ ar muiañ niver a soudarded eus Gurkha ha dreist-holl an impalaer. N'eo ket tomm gant kaout liammoù gant an dud.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Abercrombie, Joe. Joe Abercrombie - Books. 'JoeAbercrombie.com'. Diellet er skrid orin d’an 21 a viz Genver 2013. Kavet : 21 Jan 2013.
  2. Two's Company (12 January 2016).
  3. Blog Entry (12 January 2016).
  4. Abercrombie, Joe. Sharp Ends. 'JoeAbercrombie.com'.
  5. Blog Entry (29 June 2018).