The Dirty Shepherdess
The Dirty Shepherdess zo ur stumm saoznek eus ur gontadenn c'hallek eus Breizh Uhel, dastumet gant Paul Sébillot. Embannet e voe gant Andrew Lang en e zastumad The Green Fairy Book.
Ar gontadenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur roue a c'houlenn digant e ziv verc'h pegement e karont anezhañ. Ar verc'h henañ a lavar e kar he zad evel mab he lagad. An hini yaouankañ a lavar e kar he zad evel an holen en he boued. Neuze eo kaset kuit gant he zad eus ar rouantelezh. Ha hi kuit gant he saeoù ha diamantoù, met gwisket truilhek evel ur glaskerez-vara. Mont a ra da vaesaerez-deñved. Un deiz, pa oa o soñjal en amzer dremenet, e wisk he saeoù kaer. Ha mab roue ar vro a oa o chaseal en em gav ganti. Goulenn a ra piv eo ar goantenn o vaesa deñved. Menel klañv a reas ar priñs o soñjal enni, ha lavarout n'halle pareañ nemet diwar bara pobet gant ar vaeserez. Ha hi d'ober un dorzh, ma kouezhas he gwalenn en toaz. Hag ar priñs, pa zebras, a gavas ar walenn, ma embannas ne dimezje nemet d'ar vaouez a c'hallfe lakaat ar walenn.