Mont d’an endalc’had

The Cunning Shoemaker

Eus Wikipedia

The Cunning Shoemaker zo ur gontadenn el levr The Pink Fairy Book, unan eus dastumadoù Andrew Lang, tapet eus al levr alamanek Sicilianische Mahrchen gant Laura Gonzenbach, ur Suisez hag hag a oa o chom e Sikilia hag a zastumas danvez he levr er vro-se.

Ur botaouer-lêr a ya kuit eus e di da vont d'ar gêr vras da c'hounit arc'hant. Trawac'h e c'hounezas da brenañ un azen, da zistreiñ d'ar gêr. War an hent en em gavas gant laeron. Klask a reas kuzhat e arc'hant diouzh al laeron e-mesk moue an azen, met al loen a hejas e benn, ma kouezhas an arc'hant war an douar. Hag ar botaouer neuze da gontañ e c'halle an azen ober pezhioù. Al laeron neuze a brenas an azen hag a goustas hanter-kant pezh aour.