The Course of Empire (taolennoù)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

The Course of Empire zo un heuliad taolennoù livet gant an arzour stadunanat Thomas Cole (1801-1848) etre 1833 ha 1836.
Romantel eo ar sell, liammet gant ar sevenadur pobl stadunanat ha fromoù ar mare-se. Aon a oa da welet ar vro o kouezhañ en e foull. Aliezik hag a-gelc'hiadoù e tistro an dodenn en oberennoù Cole, evel en e heuliad The Voyage of Life.

Mammenn an oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un awen lennegel zo d'an heuliad taolennoù Course of Empire, pa'z eo diazezet war Childe Harold's Pilgrimage (181218) ar barzh saoz Byron (1788-1824. Cole e-unan en devoa embannet bezañ awenet gant ar gerioù-se:

There is the moral of all human tales;

'Tis but the same rehearsal of the past.
First freedom and then Glory – when that fails,
Wealth, vice, corruption – barbarism at last.
And History, with all her volumes vast,

Hath but one page...

Aze emañ kentel holl gontadennoù mab-den ;

N'eo nemet an hevelep danevell eus an dremened.
Frankiz da gentañ ha Klod da c'houde – pa c'hwit kement-se,
Pinvidigezh, gwallsi, breinadur – barbariezh en diwezh.
Hag an Istor, gant holl e levrioù bras,
N'eus nemet ur bajenn ennañ...

An taolennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Cole en doa savet an heuliad taolennoù-se gant ur soñj resis da geñver o staliadur. Ar re-se a oa da vezañ staliet e trede leur ti e batron, Luman Reed, e 13 Greenwich Street, New York City.[1] Tamm-pe-damm e vefent bet da vezañ diskouezet evel-mañ :[2]


Cole Thomas The Course of Empire The Savage State 1836.jpg
The Savage State
Cole Thomas The Consummation The Course of the Empire 1836.jpg
The Consummation of Empire
Cole Thomas The Course of Empire Destruction 1836.jpg
Destruction
Cole Thomas The Course of Empire The Arcadian or Pastoral State 1836.jpg
The Arcadian or Pastoral State
Cole Thomas The Course of Empire Desolation 1836.jpg
Desolation

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (en) About the Series: The Course of Empire. Kavet : 03 Meurzh 2017.
  2. (en) Installation Diagram for the Course of Empire. Kavet : 03 Meurzh 2017.