The Batman (film)

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask

The Batman zo ur film dreist-harozed stadunanat da vezañ embannet e 2022. Diazezet eo war istor tudenn DC Comics, Batman.
Produet eo gant DC Films, 6th hag Idaho Motion Picture Company, ha Dylan Clark Productions, hag embannet e vo gant Warner Bros. Pictures.

Un adsevel eo d'ar frañchiz Batman. Gant Matt Reeves hag en deus skrivet ar senario gant Peter Craig eo sevenet ar film. An aktourien e vo Robert Pattinson evel Bruce Wayne / Batman, Zoë Kravitz, Paul Dano, Jeffrey Wright, John Turturro, Peter Sarsgaard, Andy Serkis ha Colin Farrell.

An istor a dremen an eil bloaz goude ma voe kroget e stourm gant Batman a-enep an dorfedourien. Gwelet a reer Batman o stourm e Gotham City hag a zo breinet. Stourm a ra a-enep al lazher a-steudad, ar Riddler.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]