Mont d’an endalc’had

Tevfik Esenç

Eus Wikipedia

Tevfik Esenç (19047 Here, 1992) oa yezher diwezhañ an oubic'heg, ur yezh kaokazek ar gwalarn.

Desavet e oa Tevfik Esenç gant e dud-kozh oubic'hek e kêriadenn Hacı Osman e Turkia. Bet eo bet muhtar (maer) e gêriadenn. War-lerc'h er velestradurezh foran e Istanbul. Eno e labouras gant ar yezhonier gall Georges Dumézil da enrolliñ e yezh.

Ur memor mat-kenañ en doa, ha kompren a reas buan palioù Dumézil hag ar yezhourien all a oa o weladenniñ anezhañ. Dave kentañ an oubic'heg e oa, met ivez mojennerezh, sevenadur hag hengounioù ar bobl Oubic'h. Ouzhpenn komz oubic'heg e komze an Hakuchi, rannyezh an Adigeg. Se a bermetas ul labour keñveriañ etre an daou ezel eus familh Yezhoù kaokazek ar gwalarn. Komz a reas un turkeg flour ivez.

Liamoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]