Tetris
Tetris | |
---|---|
Embanner | Lieseurt |
Diorroer | Alexey Pajitnov (algoritm orin), kodour Vadim Gerasimov |
Aozer | Alexey Pajitnov |
Rummad | Puzzle Game |
Doare ar c'hoari | Ur c'hoarier pe muioc'h (hervez ar stumm) |
Mekanikoù | Lieseurt |
Media | Lieseurt |
Tetris a zo ur c'hoari video, e doare ur puzzle-game, savet e 1985 gant Alexei Pajitnov, hag unan eus ar re anavezetañ er bed, e-kichen Pong, Space Invaders, Pac-Man, diazezet war ampartiz, preder ha refleksoù ar c'hoarierien.
Larêt e vez (dre fent) e oa marteze arm vrezel efedusañ an URSS dre ma lakaas bloc'had ar c'hornôg da goll ur bern amzer e-pad amzerioù diwezhañ ar brezel yen.
Meizant ar c'hoari
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pezioù liv (a-wechoù, n'eus ket a liv, met skeudennoù) eus furmoù disheñvel a ziskenn eus leiñ ar skramm. Ar c'hoarier ne c'hell ket goustadikaat pe harpañ anezhi me tu zo dezhañ buhannat anezhi pe choaz an ankl rotadur (0, 90°, 180° pe 270°) ha da peseurt lerc'h e kouezho. Pa z'eo leuniet ul linenn, diverket eo hag ar bloc'hoù a-us a ziskenn. Ma ne zeu ket a-benn ar c'hoarier da ziverkañ linennoù buan a walc'h, e teu ar skramm da vezañ leun ha kollet eo ar c'hrogad.
Hervez ar c'hazetenner Bill Kunkel, lâret gant Daniel Ichbiah en e levr Bâtisseurs de rêves, "Tetris a respont mat-tre da zisplegadenn ar gwellañ er c'hoari : ur vunutenn evit deskiñ, ur vuhez a-bezh evit mestroniañ".
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Alexei Pajitnov en deus un diplom e 1979 e kreizenn stlenneg akademiezh Russia, lerc'h ma zeu da vezañ diouzhtu klasker e anavezadur ar c'homz. E 1985, o klask adober unan eus e c'hoarioù karetañ, ar pentomino, ijin a ra ar c'hoari Tetris hag ar program. Buhan-tre, e geneiled a zo tapet er c'hoari adiktivel-tre. An holl akademiezh en em lak da c'hoari.
Pajitnov en deus bet c'hoant neuze da lakaat e brogram war an IBM PC, nevez-flamm. Sikouret eo bet gant Vadim Gerasimov, un hacker.
Diaes eo embann ar c'hoari siwazh, dre m'eo diaes kendrec'hout rener an Akademiezh ar Skiantoù. Pajitnov a zeu a-benn da gendrec'hout Victor Brjabrin, e rener, dre ma lâr e vo holl gwirioù ar c'hoari gant an akademiezh. Bjarbin, a oa e darempred gant ar bed diavaez (ar pezh a oa rall d'ar mare-se), a gas ur gopienn eus ar c'hoari da Novotrade, embanner c'hoarioù hungarat. Pladennigoù a vo kaset e pep lerc'h e Hungaria betek Polonia. Hungaria a oa ivez e bloc'had ar reter ha Robert Stein, ur saozon ganet e Hungaria, a rae eskemmoù reter-kornog hag a oa ajant etrevroadel e kenwerzh ar poelladoù, a vello holl galloudegezh gwerzh Tetris. Gervel a ra Pajitnov ha Brjabrin a gas dezhañ dre faks an aotre evit korvoiñ ar c'hoari etrezek ar c'hornog dre ar gevredigezh Andromedia Software.
Dre e jubenn, resev a ra an embanner Mirrorsoft ( netra da welet gant Microsoft) an aotre eus Tettris, en ur lakaat ur cheñchamant evit Sinclair ZX Spectrum : al liv. Ar c'hoari a zeu maez e 1987 e Europa hag er Stadoù-Unanet gant ar meneg "Savet er Stadoù-Unanet Amerika, meizad estren". Berzh a raio ar c'hoari.
Hogen, d'ar c'houlz-se ne oa emglev korvoiñ ebet evit ar c'hoari estreget faks Patjinov ha Brjabin. Goude kalzig a gudennoù burevel, Bjarbin hag an Akademiezh a roio gwirioù ar c'hoari da Mirrosoft evit dek vloaz. Dont a ra da vezañ ar c'hoari anavezet er bed a-bezh. Patjinov na gounezo tamm arc'hant ebet : "Ar fed ma kement a dud a gav plijus va c'hoari a zo trawalc'h din", met dont a raio da vezañ brudet er bed a -bezh, evit e desinterest ouzh an arc'hant nemetken marteze.
E 1997, Patjinov a envro er Stadoù-Unanet. Adkemer a ra e 1996 gwirioù ar c'hoari ha krou a ra an Tetris Company
Ar c'hoari a zo lakaet war an holl savennoù, zoken ar c'hoñsolennoù c'hoari hag an iPod (e Genver 2007 eo ar c'hoari gwerzhet ar muiañ war an iPod). Ar stumm Game Boy en deus ivez bet ur berzh bras, tud 'zo o prenañ ar Game Boy evit ar c'hoari-mañ nemetken.
Gameplay diskrivet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar pezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pezhioù tetris, hag a zo diazez ar c'hoari, a zo tetrominos. Bez ez eus seizh pezh disheñvel, holl diazezet war ur meskaj pevar pezh karezenneg - ar ger "Tetris" (gant ar rakger gresion tetra-, a dalv pevar) a gemer holl e dalvoudegezh.
Pezh | Tetris orin | Tetris (Mirrorsoft) |
Tetris: The Grand Master (Arika) |
The New Tetris (H2O Entertainment) |
Tetris DS (Nintendo) |
---|---|---|---|---|---|
I | ruz | ruz | ruz | glas sklaer | glas sklaer |
O | glas | glas sklaer | melen | gwenn | melen |
T | gell | gris | glas sklaer | melen | mouk |
L | mouk | melen | orañjez | mouk | orañjez |
J | gwenn | mouk | glas | glas | glas |
S | gwer | glas | mouk | gwer | gwer |
Z | glas sklaer | gwer | gwer | ruz | ruz |
Ar seizh pezhioù a zo ar re da heul :
- , e stumm I, ivez anvet « bazh », « boutin », « barenn » pe « hir ». Savet eo gant pevar karrez o stummañ ul linenn.
- , e stumm O, ivez anvet « karez » pe « blok ». Savet eo gant pevar karrez o stummañ ur c'harrez 2*2.
- , e stumm T. Savet eo gant tri c'harrez e linenn ha gant ur pevare hini dindan ar c'hreiz.
- , e stumm L. Savet eo gant tri c'harrez e linenn ha gant unan en traoñ en tu dehou.
- , e stumm J, ivez anvet « Tu kontrol » pe « gamma ». Savet eo gant tri c'harrez en ul linenn hag unan en traoñ en tu kleiz.
- , e stumm Z, ivez anvet « veskel ». Savet eo gant pevar karrez o stummañ ur c'harrez 2*2 met gant an tu a-us risklet war an tu kleiz.
- , e stumm S, ivez anvet « veskel kontrol ». Savet eo gant pevar karrez o stummañ ur c'harrez 2*2 met gant an tu a-us risklet war an tu dehou.
Pep hini eus ar seizh pezh en deus ul liv hag a zere dezhañ, ha c'hoarierien 'zo ne daolont pleg d'an diforc'h-mañ nemetken. Padal, cheñch a ra liv ar pezhioù hervez ar c'hoarioù hag hervez Tetris Company, n'eus efed ebet war ar c'hoari.
Ar rotadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'hoarier a c'hell lakaat da dreiñ meur a wech d'an tu kleiz pe dezhou hervez ar c'hoari, eus 90° pep blok evit pozañ anezhañ d'an doare en deus c'hoant e-pad ma tisken ar blok.
Spas c'hoari
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar spas c'hoari, ivez anvet "puñs" e-barzh an Tetrisoù kozh ha "matris" e-barzh ar re nevez, a zo ar spas lerc'h ma gouezh ar pezhioù. Ur gazell en deus e foñs, a vez gwelet pe get, ha lerc'h ma vez ment ar kazennoù, ment karez ar blokoù. Bez en deus ivez un "tetrion", lerc'h ma n'eus ket tu d'ar pezhioù tremen, hag a zo harzhoù ar c'hoari.
Hervez Tetris Guidline, ment ar spas c'hoari en norm a zo dek kazenn ledander ha daou warn-ugent kazenn uhelder. Padal, c'hoarioù a lak hirderioù disheñvel evel Tetrinet (daouzek kazenn ledander) pe Tetris Jr. (eizh kazenn ledander).
Lodenn brasañ ar c'hoarioù Tetris en deus, tro-dro d'ar spas c'hoari, kellaouenoù. Bez e vez enno an niver a linennoù leuniet abaoe penn kentañ ar c'hoari, heuliet gant ar poentoù. Da heul e vez al live, a gresk hervez ar poentoù pe al linennoù leuniet, ha seul brasoc'h eo, seul buhanoc'h e gouezh ar pezhioù. Kavet e vez ivez ar pezh, pe meur a hini, a zeuio goudean hini a zo o kouezhañ.
Kouezh ha gravitadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Seul uheloch al live lerc'h m'emañ ar c'hoarier, seul buhanoc'h e kouezo ar pezh. D'al live 0, tu zo ober 5-6 fiñv horizontalek a-raok ma kouezfe ar pezh eus ur renk, d'al live 9, n'eus tu nemet ober 1-2 fiñv horizontalek. Al live 15 a zo evel ma vfe pouezet war bir an traoñ diehan, n'eus ket tu fiñval ar pezhioù en un doare horizontalek penn-da-benn. Ar c'hoarier a c'hell neuze klask ober heuliadennoù rotadurioù buhan, dre m'o pozet ur pezh ma n'eus fiñv ebet mui ganti. Ar c'hoarier a c'hell neuze fiñval ar pezh c'hoazh, evit ma ne vfe ket pozet, hag evel-se e c'hell lakaat aezhi en ul lerc'h all. Koulskoude, kollet e vez 1 poent evit pep finv graet pa vez ar pezh diskennet d'an traoñ.
Ma ar c'hoarier a lak ar pezh da vont buhanoc'h (gant bir an traoñ), gounez a ra ur bonus poent. Gounez a ra 1 poent dre karrez diskennet gant an doare-se. Tu zo ivez ober un "hard drop", da laret eo e tiskenno diouzhtu ar pezh, hep ma c'halfe ar c'hoarier fiñval anezhi. Gounezet e vez neuze gant ar c'hoarier 2 poent dre karrez diskennet.
Stummoù Tetris
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A za gant ar PC
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Tetris Zone - Tetris Holding - 2006.
- Tetris Worlds - THQ - 2002.
- The Next Tetris : On-Line Edition - Crave Entertainment - 2001.
- Tetrinet
- Quadra
- Gnometris, ur stumm dieub er pakad GNOME games, e-barzh holl stummoù linux oc'h implij GNOME.
Game Boy (GB)
- Tetris - Nintendo - 1989
- Tetris 2 - Nintendo - 1993
- Tetris Blast - Nintendo - 1996
- Tetris Attack - Nintendo - 1996
- Tetris Plus - Jaleco - 1989
Game Boy Color (GBC)
Game Boy Advance (GBA)
- Tetris Worlds - THQ - 2001
Nintendo DS (DS)
Nintendo Entertainment System (NES)
Super Nintendo (SNES)
Virtual Boy (VB)
Nintendo 64 (N64)
- Tetrisphere - Nintendo - 1997
- The New Tetris - Nintendo - 1999
- Magical Tetris Challenge - Capcom - 1999
GameCube (GC)
- Tetris Worlds - THQ - 2002
Wii (Wii)
Megadrive (MD)
- Tetris - Pageantsoft - 1990
Saturn (SAT)
- Tetris Plus - Jaleco - 1989
Dreamcast (DC)
- Tetris 4D - Elorg - 1998
- Sega Tetris - Sega - 2000
- The Next Tetris - Crave entertainment - 2001
Playstation (PS)
- Tetris Plus - Jaleco - 1996
- The Next Tetris - Hasbro Interactive - 1999
- Tetris with Cardcaptor Sakura : Eternal Heart - Arika - 2000
Playstation 2 (PS2)
- Tetris Worlds - THQ - 2000
- Tetris Collection - Sega - 2006
- Tetris Worlds - THQ - 2002
- Tetris Worlds Online - THQ - 2003
XBox 360 (X360)
Rekord
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar rekord war ur born arkad a za gant Stephen Krogman, ar 5 aviz Even 1999, gant ur skor a 1.648.905[1].
Herelezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar 6 a viz Even 2009, evit 25vet deiz-ha-blaz ar c'hoari, logo Google a ro un enor da Tetris.
Gwellet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diabarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Efed Tetris : Tetris implijet evel skouer evit ar chaozadeg naturel.
- Tetrinet : stumm multic'hoarier c'hoariabl war internet Tetris.
- Korobeiniki ha Kalinka, adkemeradennoù sonerezh tonioù rus, o deus servijet evit ar c'hoari.
- New Tetris online
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Lec'hienn ofisel.
- (en) C'hoari flash ofisiel.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en)Twin Galaxies