Terpsic'hore
Neuz
(Adkaset eus Terpsic'hora)
Terpsic'hore (Τερψιχόρη/Terpsichóre e gregach, eus τέρπεω / térpeô, « kavout mat pe brav », ha χoρός / khorós, « dañs ») eo anv muzenn an dañs. Ur plac'h virvidik eo, kurunennet a c'harlantezioù, ul lourenn ganti en he dorn.
Gant oberourien zo ez eus bet graet mamm ar morwragez anezhi.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Terpsic'hore zo meneget e Theogonia ar barzh Hesiodos.
- An Istorioù, savet gant Herodotos, a zo bet rannet gant an embannerien e nav levrenn, ha pep hini anvet diwar-lerc'h ur vuzenn. Anv Terpsic'hore zo bet roet d'ar pempet levrenn.
Pennadoù kar a bell pe a dost
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Vanessa terpsichore, ur spesad balafenned
- Terpsiphone, ur genad evned eus ar c'herentiad Monarchidae.