Teodegonda
Neuz
Teodegonda
| Reizh pe jener | plac'h |
|---|---|
| Deiziad ganedigezh | 5. century |
| Lec'h ganedigezh | Moesia |
| Deiziad ar marv | 507 |
| Tad | Teodorig Veur |
| Mamm | talvoud dianav |
| Breur pe c'hoar | Amalasunta, Ostrogotho |
| Pried | Alarig II |
| Bugel | Amalarik |
| Familh | Amali dynasty |
Teodegonda, pe Tiudigoto pe Teodegoda, a oa ur briñsez ostrogot, merc'h vastard d'ar roue Teodorig Veur.
Hervez ar c'hronikour Jordanes en doa bet Teodorig Veur, a-raok bezañ roue an Ostrogoted, div verc'h digant ur serc'h ha n'ouzer ket hec'h anv, pa oa e Moesia. Teodegonda e oa an henañ, hag Ostrogoto eben. ouzhpenn-se o devoa hantervreudeur ha hanterc'hoarezed e-leizh digant serc'hed all. Ne oa ket ganet en Italia eta.
Dimezet e voe da Alarig II, roue ar Vizigoted, evit kadarnaat unaniezh an daou skourr Goted, hag an darempredoù mat etre ar Rouantelezh an Ostrogoted ha Rouantelezh ar Vizigoted, a-enep ar franked.
Mamm e oa d'ar roue Amalarig.