Tenrek skouarnek
| |||
|---|---|---|---|
|
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Mammalia | ||
| Urzhad : | Afrosoricida | ||
| Kerentiad : | Tenrecidae | ||
| Genad : | Geogale | ||
| Anv skiantel | |||
| Geogale aurita Milne-Edwards & Grandidier, 1872 | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
An tenrek skouarnek (Geogale aurita) a zo ur bronneg hag a vev e kornôg Madagaskar. Ar spesad nemetañ eo er genad Geogale.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tennañ a ra an tenrek skouarnek d'ur minoc'h. Unan eus an tenreked bihanañ eo : war-dro 6 g eo e bouez ha 10 cm e hirder (gant al lost).
Blevek eo e lost ha goloet e gorf gant ur vlevenn verr. Cheñch a ra liv e gein diouzh an hiniennoù : gris sklaer pe gell-ruz.
E demperadur diabarzh a cheñch ha mont da heul temperadur an endro.
Gouest eo da lakaat un harz e diorren ar fetused hag en abeg da se ec'h a ar prantad dougen eus 54 da 69 devezh a-raok genel etre 1 ha 5 tenrek bihan.
Ma n'eo ket mat e weled eo tanav e fri hag e skouarn hag e ra dreist-holl gant e gleved evit kavout e breizhoù (merien-gwenn hag artropoded all).