Teko
Neuz
Ar bobl Teko (anvet gwechall Émerillons e galleg) zo unan eus ar c'hwec'h pobl amerindian e Gwiana c'hall. Hiriv e vefe entre 250 ha 400 den anezho. A yezh ha sevenadur int tupi-guarani. Evel ar bobl Wayãpi e vevont en argoad Gwiana:
- er reter war lez ar stêr Oiapoque (Oyapock, e galleg), e kêriadenn Camopi,
- er c'hornôg war lez ar Maroni hag an Tampok, e kêriadennoù Élahé, Kayodé, Taluwen ha Twenké.
Bevañ a reont diwar gounezerezh legumaj ha chaseal ha pesketa.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eus ar c'hwec'h pobl a veve e Gwiana c'hall a-raok an trevadennerezh ne chom ken nemet an Teko-Emerilhon.