Maroni
Neuz
Ar Maroni (Maroni e galleg, Marowijne e nederlandeg, Marowini e kalina, Marwina-liba e Sranan Tongo, Lawa e wayana) zo ur stêr e Suamerika hag a zisparti Gwiana c'hall diouzh Surinam. Eienañ a ra e menezioù Tumuk Humak. Anvet e vez Lawa etre kêrioù Cottica er Su ha Grand Santi pelloc'h en Norzh.
Meur a zizemglev a oa bet etre Bro-C'hall hag an Izelvroioù a-zivout ar vevenn naturel-se en {XIXvet kantved. Ergerzhet e oa bet evit ar wezh kentañ er XVIvet kantved ha peurergerzhet en XIXvet kantved.