Mont d’an endalc’had

Tars

Eus Wikipedia
Kêrioù Turkia
Tars
Proviñs Mersin
Rannvro Kreizdouar
Kod post 33XXX
Maer Burhanettin Kocamaz
Vali (prefed) Hüseyin Aksoy (2006)
Perzhioù douaroniel
Gorread ha = km²
Hed 36°55' Norzh
Led 34°51' Reter
Uhelder keitat :
Poblañs 228.000
(2007)
Stankter
Lec'hienn internet ar gêr Ti-kêr Tarsus
Lec'hiadur Tarsus e proviñs Mersin

Tars (Tarsus e latin hag e turkeg, Tarsos e gresianeg) zo ur gêr e Turki, war ar stêr Tarsus.

Hittit e oa kêr, evel an darn vrasañ eus kêrioù Cilicia. Goude e voe asirian, pers, gresian (Antiochia ad Cydnum), roman, bizantat, arab, armenian, ha turk hiriv.

Gwechall e oa ur porzh-mor a bouez. Hiziv emañ ur 15 km diouzh an aod, en douaroù.

Unan eus lec'hioù meur ar stoikegezh e oa da vare Hellaz an Henamzer. Goude e voe kêrbenn proviñs roman Cilicia. Eno e oa ganet Paol Tars, yuzev ha keodedour roman, er Iañ kantved goude JK, hag a deuas da vout kristen ha sant. Unan eus an ilizoù kristen kentañ a voe savet enni.