Tanger
Neuz
(Adkaset eus Tanja (Maroko))
Tanger ( en arabeg : طنجة /Tanja/ ; en amazigh : ⵜⵉⵏ ⵉⴳⴳⵉ /tin iggi/ ; en gregach : Tingis) zo ur gêr eus hanternoz Maroko, eil kêr ekonomikel ar vro, kêr-benn rannvro Tanger-Tétouan-Al Hoceïma ha pennkêr prefeti Tanger-Assilah, war aod strizh-mor Gibraltar, 24 km eus aod Spagn. 974 000 den a oa hervez niveradeg ofisiel 2014, ha gant-se e oa trede kêr pobletañ Maroko, war-lerc'h Casablanca ha Fès.