Tan gresian

Eus Wikipedia
Bag eus an impalaeriezh bizantion o entanañ bag rebeled

An Tan gresian a oa un arm-tan implijet gant Impalaeriezh roman ar Reter. Savet e oa bet e-tro 672. Implijet e veze dreist-holl e-pad an emgannoù war vor gant efedusted. Ur wech implijet e c'helle chom da zeviñ war an dour. Ken efedus e oa ma c'haller lavaret ez eo diazez en un toullad trec'hioù milourel gant Impalaeriezh Bizantion.

Adsevel un arbalastr da vannañ Tan gresian.

Div wech d'an nebeutañ e oa bet savetaet Kergustentin, kêr-benn an impalaeriezh, eus daou sez gant an Arabed dre implij an Tan gresian.