Mont d’an endalc’had

Tan

Eus Wikipedia
Un tantad tan.

An tan eo oksidadur diwar dizh un danvez bennak e reaktadenn gimiek ekzotermek an devadur, o tilezel da vont gwrez, gouloù ha produioù liesseurt all. Un dra a gaver en natur eo an tan, gallout a ra bezañ kontrolet gant an dud abaoe ar Ragistor avat.

Fizik ha kimiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit kregiñ en deus ezhomm an tan eus tri zra : un helosk (da skouer koad), ur c'heflosk hag a zo ur reaktant oksider (oksigen peurliesañ), hag un energiezh "d'activation" (an tommder). Komz a reer eus "tric'horn an tan". Kregiñ a ra an tan gant ur flamm pe ur fulenn. An energiezh, ar gwrez dreis-holl, a ra digediañ an danvezioù helosk solud (ar piroliz vez graet eus an dra-se), aezhelaat al liñvennoù hag entanañ an aezhennoù.

An tan en natur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tan a c'hall kregiñ en un doare naturel. A-wechoù e teu da vezañ bras ha da zeviñ ar gwez tro-dro dezhañ, un tan-gwall eo neuze.

Estreget en Douar ez eus tan : ur vras a voul dan eo an Heol hag ar stered all ivez.

Ragistor hag istor

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur cheñchamant bras eo bet doñvadur an tan evit mab-den. Gallet en deus poazhañ e voued, mirout ha mogediñ ar c'hig, kaletaat e venviji, ha kaout gouloù ha tommder e-pad an noz. Ur rol sokial ha sevenadurel a-bouez en deus c'hoariet ivez.

Testeniekaet eo an doñvadur adalek -400 000 bloaz e meur a lec'h er bed, en o zouez e Menez-Dregan e Ploeneg, e Bilzingsleben en Alamagn, e Vértesszőlős en Hungaria, e Qesem en Israel, hag e Zhoukoudian e Sina. Roud boued poazhet 1 milion a vloaz kozh zo bet kavet e Suafrika gant ur spkipailh stadunanat, met n'eus prouenn ebet e veze kontrolet c'hoazh. Bezañ gouest da enaouiñ ha mirout anezhañ zo deuet tamm ha tamm, a-hed ar milvedoù.

Goude en istor eo bet implijet an tan er vetalouriezh, evit ar mekanik dre vurezh hag evit ar c'heflusker dre enleskiñ.