Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Roz-kaouled

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Moarvat eo roz-kaouled, evel ma kaver er skridoù hag er Wikeriadur [1], da gentañ penn gant Anjela Duval e 1973 (gw. "Traoñ an Dour" p. 57). Ivez "fleur kaouled", "bleuñv kaouled", ha "kaouled" hepmuiken (d.l.e. bleuñv evel kaouled). Kavet e vez ivez e Geriadur Brezhoneg an Here, er pennad kaouled.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 17 Gou 2012 da 17:39 (UTC)[respont]

Evel-just ! Liorzhig ar roz-kaouled : titl ur varzhoneg savet gant Kervalan hag embannet en niverenn 439 eus Al Liamm (Meurzh-Ebrel 2020)...--2A01:CB08:8BB7:F100:5054:3DF9:4722:BE62 24 Mae 2021 da 09:21 (UTC)[respont]
Techet ‘oan d’ar boan-gof end-eeun, rak ma oan techet da zebriñ strogach : ili-dant, avaloù put, trinchiñ, mouar, kistin kriz, begoù-drez (kig treut Yeun ar Gow !) ha betek roz-kaouled : skrivet gant Anjela Duval, en Traoñ-an-Dour, deiz gouel sant Varzhin, 11 a viz Du 1967.--2A01:CB08:8BB7:F100:CB4:DA9F:B327:1972 25 Mae 2021 da 13:58 (UTC)[respont]
HORTENSIA (Hydrangea macrophylla) rozenn-gaouled f. roz-kaouled coll., e-barzh Dictionnaire français-breton (Martial Ménard) (Éditions Palantines, 2012, p. 689a ; An Alarc'h Embannadurioù, 2020, p. 684b).--2A01:CB08:8BB7:F100:C8A:73C1:6A6C:66B5 26 Mae 2021 da 11:53 (UTC)[respont]
roz-kaouled (hortensias – Arvor Treger & Añjela Duval), e-barzh Geriadur bras Frañsez FAVEREAU - BREZHONEG-GALLEG.--2A01:CB08:8BB7:F100:45FF:9556:D1FF:5E29 27 Mae 2021 da 08:49 (UTC)[respont]