Mont d’an endalc’had

Talbenn ar Bobl (Frañs)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Talbenn ar bobl)
Talbenn ar Bobl e kambr an deputeed

Talbenn ar Bobl (Front Populaire, e galleg) zo ur gouarnamant gant strolladoù an tu-kleiz kevredet, an SFIO, ar PCF, hag ar Strollad radikal-sokialour, a c'houarnas Bro-C'hall etre 1936 ha 1938. Gouanrmant Talbenn ar Bobl a voe an hini kentañ sokialour e istor an IIIde Republik. Kas a reas da benn adkempennoù sokial lies hag a-bouezh. Chomet eo abaoe un diaz da memor hag istor an tu kleiz er Frañs : ar vakañsoù paeet (15 devezh), digresk an amzer labouret gant ar sizhun 40 eurvezh ha diazezadur an emglevioù micherel a-stroll .

Trec'h an Tu-kleiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Le Populaire kazetenn propaganda an SFIO, titl ar 4 a viz Mae 1936 niverenn 4831

Goude votadegoù miz Ebrel ha miz Mae 1936 e teuas an trec'h gant Talbenn ar bobl (F.P.). Dont a reas neuze an SFIO da vezañ an hini kentañ eus strolladoù politikel Bro-C'hall. Koll a reas ar Radikaled kalz ul lodenn eus o dilennerien tra ma c'houneze ar gomunourien kalz mouezhioù. D'ar 6 a viz Mezheven e lakaas Léon Blum war droad ur gouarnamant a gemeras perzh ennañ ar sokialourien hag ar Radikaled. A-du e voe ar Gomunourien evit harpañ ar gouarnamant nevez met nac'h a rejont e vije dibabet maodierned en o zouez.

Ar gouarnamant Blum

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Léon Blum
(Agence Meurisse, 1936, Pariz
Roger Salengro
(Levraoueg niverennel Roubaix)

Gant ma oa ar Strollad komunour o c'hounez nerzh e touezh ar voterien, an SFIO a chom e-penn gant 2 milion a votoù. Kentañ strollad ar Frañs, anat e voe e ranke penn ar gouarnamant bezañ un ezel d'ar strollad-se. Léon Blum a chomas embregel: klask a ra derc'hel un diforc'h etre implij ar galloud politikel hag an trec'h d'ar galloud.

Emglevioù Matignon

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kerkent hag embannet trec'h Talbenn ar bobl e savas, eus o fennoù o-unan, dre-holl er vro, ur bern micherourien evit dilezel o labour. War-dro daou vilion a harzerien-labour a zalc'has o labouradegoù dindan o beli. Alies a-walc'h e veze graet en un aergelc'h laouen. Echuiñ a reas an emzivizoù renet gant Léon Blum etre ar batromelezh hag ar sindikadoù gant emglevioù Matignon sinet e-kreiz an noz etre ar 7 hag an 8 a viz Even. Kresket e oa ar goproù hag asantiñ a reas an implijourien anavezout ar sindikadoù. Da c'houde e voe votet lezennoù sokial: pemzektez a ehan-labour gopret, ar sizhun a zaou-ugent eurvezh labour, hag emglevioù-micher.

Krediñ a raed e teuje al lezennoù-mañ a-benn da lakaat un termen d'an enkadenn. Evit ar wezh kentañ e istor o bro e c'halle ar C'hallaoued kemer un nebeud devezhioù vakansoù.

Krouet e voe un "Office du blé", da lavarout eo ur c'huzul karget da zivizout, bep bloaz, petra e vefe, evit ar bloaz da zont, priz izelañ ar gwinizh gant ar pal harpañ ar broduerien edajoù e-pad ar grizenn drastus. Broadelet e voe an industriezh aer-spas ha bank Bro-C'hall.

Georges Monnet, maodiern al labour-douar ne teuas ket a-benn da sevel ofisoù all evit produerezhioù disheñvel da re al labour-douar. Ar Sened c'hall eo a dale ouzh ar sevel-se, an Onib (Office national interprofessionnel du blé) a servijas memestra evel patrom d'an aozadurioù nevez krouet goude an Dieubidgezh, betek bezañ patrom d'ar Bolitikerezh Labour-douar Boutin (Politique agricole commune).

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Testenioù
    • Daniel Guérin, Front populaire, révolution manquée, Julliard, 1963
    • Jules Moch, Une si longue vie, éd. Robert Laffont, 1976