Tair Talaith Cymru
Neuz
Tair Talaith Cymru a vez lavaret e kembraeg eus Teir Rouantelezh Vras Kembre er Grennamzer hag eus an Teir C'hurunenn anezho: e krenngembraeg e veze lavaret "talaith" eus ar gurunenn kenkoulz hag eus ar vro.
An teir talaith
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Aroueziet e oa an teir talaith gant o lezioù pennañ:
- Aberffraw evit Rouantelezh Gwynedd,
- Mathrafal evit Rouantelezh Powys
- ha Dinefwr evit Deheubarth.
A-benn an XIIIvet kantved e voe unanaet an teir talaith gant Llywelyn Fawr ha Llywelyn ap Gruffudd.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant ar barzh Llygad Gŵr an hini a skriv diwar-benn Llywelyn Ein Llyw Olaf:
- 'Taleithiawg deifniawg dyfniaith Aberffraw'
- 'Taleithiawg arfawg aerfaith Dinefwr'
- 'Taleithiawg Mathrafal, maith dy derfyn'.(Troidigezh deuet mat)[1]
D'ar varzhed en amzer-hont e oa ivez Tair Talaith Farddol, teir bro varzhel.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 'Pum Awdl i Lywelyn ap Gruffudd', awdl IV, e-barzh Llywelyn y Beirdd (Barddas, 1974), t. 76