Taifa Badajoz

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Taifa Badajoz

Taifa Badajoz a oa un taifa, pe rouantelezh arab, en Al-Andalus, e mervent ledenez Iberia, er Grennamzer, en-dro da gêr Badajoz (Batalyaws بطليوس).

Evel an taifaoù all e voe savet pa gouezhas kalifiezh Córdoba en he foull, war-dro dibenn an Xvet kantved ha deroù an XIvet. Meur a wech e voe aloubet, gant ar rouaned amezek, an Almoravided hag an Almohaded tro ha tro (evel ar rouantelezhioù amezek), Portugal, hag a-benn ar fin gant León ha Castilla.