Tagliamento (departamant)
Neuz
- Ur pennad zo diwar-benn ar stêr Tagliamento.
Departamant an Tagliamento a oa un Departamant italian eus Rouantelezh Italia (1805-1814) adal 1806 betek 1814. Dont a rae an anv, hervez ar giz dispac'hel gall, eus hini ar stêr Tagliamento; kêr Treviso e oa ar pennlec'h anezhañ.
Krouet e voe an departamant goude staget Venezia, war-un dro gant douaroù Istria ha Dalmatia a oa dalc'het ganti, d'ar 1añ a viz Mae 1806, ouzh Rouantelezh Italia (1805-1814).
Diskar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diskaret e voe an departamant e 1814, pa voe kemeret Veneto gant Austria, ma teuas da vout Proviñs Treviso.