Mont d’an endalc’had

Thomas Gwynn Jones

Eus Wikipedia
(Adkaset eus T. Gwynn Jones)
Thomas Gwynn Jones
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh-Unanet, Rouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon Kemmañ
Anv-bihanThomas Kemmañ
Anv-familhJones Kemmañ
Deiziad ganedigezh10 Her 1871 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBetws yn Rhos Kemmañ
Deiziad ar marv7 Meu 1949 Kemmañ
Lec'h ar marvAberystwyth Kemmañ
BugelArthur ap Gwynn Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg, kembraeg Kemmañ
Yezh implijet dre skridkembraeg Kemmañ
Micherkazetenner, levraoueger, barzh, skrivagner, skridvarnour Kemmañ
ImplijerSkol-veur Aberystwyth Kemmañ
Bet war ar studi eYsgol Dyffryn Ogwen Kemmañ
Diellaouet gantLevraoueg Vroadel Kembre Kemmañ
Prizioù resevetCommander of the Order of the British Empire Kemmañ
Deskrivet dreT. Gwynn Jones (1871–1949) Kemmañ
Ymadawiad Arthur (1910)

Thomas Gwynn Jones (10 Here 18717 Meurzh 1949), anavezetoc'h evel T. Gwynn Jones, a oa ur barzh kembraek, kelenner, skrivagner, troer ha kazetenner. Kalz labour a reas war dachenn al lennegezh kembraek ha studi ar c'hontadennoù kembraek e deroù an XXvet kantved. Treiñ a reas e kembraeg kalz a oberennoù lennegel estren ivez, diwar ar saozneg, an alamaneg, ar gresianeg hag an iwerzhoneg.

Ganet e voe e Betws-yn-Rhos, e Sir Ddinbych da neuze, e 1871. E dad a oa pastor eno. Skoliet e voe ar paotrig e Dinbych hag en Abergele. E 1899 e timezas gant Margaret Jane Davies.

E-pad un nebeud bloavezhioù e labouras T. Gwynn Jones evit kelaouennoù kembraek. Mont a reas da is-pennskrivagner Baner ac Amserau Cymru (Y Faner) e 1890. A-benn 1898 e oa is-pennskrivagner Yr Herald Cymraeg hag an Caernarvon and Denbigh Herald. Goude e voe e penn Papur Pawb.

Goude bloavezhioù o labourat evel kazetenner, e tapas ur plas e Levraoueg Vroadel Kembre, en Aberystwyth, ha goude c'hoazh e voe anvet da gelenner e rann ar c'hembraeg e Skol-veur Aberystwyth, e 1919.

E 1902 e c'hounezas ar gador en Eisteddfod Vroadel e Bangor, gant e varzhoneg Ymadawiad Arthur ("Tremenvan Arzhur"). Garedonet e voe gant doktorelezhioù gant Skol-veur Kembre ha gant Skol-veur Iwerzhon. Ur peoc'hgarour touet e oa, hag ur wech, e-pad ar Brezel-bed Kentañ, e kuitaas Capel y Tabernacl, en Aberystwyth, pa oa ar pastor o pediñ evit trec'h Breizh-Veur er brezel.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]