Mont d’an endalc’had

Tâmega

Eus Wikipedia
Tâmega
stêr
En em daol eDouro Kemmañ
Diazad doureierdiazad an Douro Kemmañ
StadSpagn, Portugal Kemmañ
E tiriadProviñs Ourense, Portugal Kemmañ
Daveennoù douaroniel42°7′52″N 7°33′26″W, 41°4′50″N 8°17′22″W Kemmañ
Map

An Tâmega (skrivet Támega e galizeg hag e spagnoleg) zo ur stêr 145 km he hed hag a zo adstêr d'an Douro e Spagn hag e Portugal.

Eieniñ a ra e 960 m uhelder er Sierra de San Mamede en norzh da gêr Verín e proviñs Ourense, e Galiza. Redek a ra war-zu ar c'hreisteiz a-hed 40 km betek tizhout harzoù Portugal er rannvro Norte. Dourañ a ra kêrioù Chaves hag Amarante, a-raok en em deurel en Douro el lec'h anvet Entre-os-Rios ("etre ar stêrioù"), er reter da b-Porto.

Pouezus eo bet ar stêr Tâmega en istor : talvezet he deus he zraoñienn da hent d'an dud deuet eus an hanternoz o deus aloubet Portugal.

Ur stankell a oa bet savet war an Tâmega e 1988, e Torrão, nepell diouzh ar c'hember gant an Douro.

Diwar anv ar stêr e teu anv an isrannvro ("sub-região") Tâmega, a zo ul lodenn eus ar Região Norte.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.