Sylvie Jouan

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Sylvie Jouan, ganet e 1958 ha marvet e miz Here 2010 e Roazhon, a oa levraouegerez e skol-veur Breizh-Uhel, hag unan eus izili oberiant Div Yezh. Desket he doa brezhoneg. Bet eo e-touez ar re o deus roet lañs d'ar fest Yaouank. Tri mab he deus bet hag o deus heuliet an hentenn divyezhek.