Swinge

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Aldernez ha Burhou : etrezo e tremen ar Swinge.
Kartenn e 1757, ma weler an anv passage au singe.
Aldernez, Burhou ha Casquets, ma weler an anv passe du singe.

Ar Swinge (The Swinge e saozneg) eo ar gasenn-dour a red etre an inizi Aldernez ha Burhou, e Mor Breizh, ha Passage au Singe a vez laret e galleg eus al lec'h-se.

Corbet Rock zo e-kreiz ar Swinge. Dont a rafe an anv Corbet Rock eus hini an tiegezh Corbet.

Al Little Swinge a vez lavaret eus ar Swinge etre Burhou ha Les Nannels. The Race (of Alderney), pe Le Raz Blanchard, a vez laret eus an tremen en tu all da Aldernez, etre Aldernez hag aod Normandi.

Yezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur ger norsek e vefe Swinge, kar d'ar ger henislandek swinnr (prim, buan). Gallout a rafe an anv gallek singe, en droienn passage au Singe, dont eus ar ger saoznek swinge end-eeun.