Mont d’an endalc’had

Svetozar Gligorić

Eus Wikipedia

Svetozar Gligorić (Светозар Глигорић) a zo bet ganet d'an 2 a viz C'hwevrer 1923 e Beograd (Serbia).

Mestrc'hoarier echedoù yougoslaviat.

Dont a reas da vout Mestr Etrebroadel e 1950 ha Mestr Meur Etrebroadel e 1951.

Mestr Meur Etrebroadel eo.

2447 eo e renk Elo.

Paour e oa e familh. Ar c'hentañ gwezh ma welas tud o c'hoariñ echedoù a oa en un davarn nepell eus e di. Unnek vloaz edo pa grogas gant ar c'hoari, bet kelennet dezhañ gant un den kemeret da bañsionour gant e vamm (marvet oa e dad). Abalamour d'an diouer ag argant, rankout a reas kempenn ur c'hoari e-unan gant stouvoù boutailhoù gwin. Mat en em dennas eus e studi war an danvezioù boutin ha war ar sportoù, pezh a dalvas dezhañ bout pedet da gemer perzh e anv e skol d'ur gouel evit deiz-ha-bloaz ar priñs Pêr hag a zeuas da vout ar Roue Pêr II eus Yougoslavia.

Ur partizan e voe er Rezistañs en e vro e-pad an Eil brezel bed. Dre zegouezh en em gavas gant un ofisour hag a oa c'hoariour ivez: divizet e voe e dennañ ag al linennoù kentañ.

Labourat a reas evel kazetennour hag aozer tournamantoù echedoù e-pad meur a vloaz goude an Eil brezel bed. Derc'hel a reas da vont war-raok gant e c'hoari an echedoù. Dont a reas da vout Mestr Etreboadel e 1950 ha Mestr Meur Etrebroadel e 1951. C'hoariour a-vicher e teuas da vout ivez. Goude bout bet tapet e 60 vloaz e talc'has da c'hoari en tournamantoù.

Oberenn skrivet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Svetozar Gligorić, I Play Against Pieces, Batsford, 2002.

Ul levr diwar e benn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • David N. L. Levy, The Chess of Gligoric, World Publishing, 1972.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]