Suzanne Manet ouzh he fiano

Eus Wikipedia
Suzanne Manet ouzh he fiano
Édouard Manet, 1867 / 1868
Eoullivadur war vezher
36 × 46 cm
Mirdi Orsay
Pariz
Bro-C'hall

Suzanne Manet ouzh he fiano zo un daolenn diwar zorn al livour gall Édouard Manet e dibenn ar bloavezhioù 1860. Enni e weler gwreg an arzour, Suzanne Manet ("Leenhoff" hec'h anv plac'h yaouank), o seniñ. Diskouez a fell d'he fried pegen bras e oa he donezon ken e sioulaas da Baudelaire war e dremenvan pa veze o seniñ sonerezh Wagner dezhañ.