Supernatural (stirad skinwel)

| Titl | Supernatural |
|---|---|
| Anvet diwar | supernatural |
| Labour da-heul | Supernatural: The Animation |
| Krouet gant | Eric Kripke |
| Skigner orin | The WB, The CW, TNT |
| Bro orin | Kanada, Stadoù-Unanet |
| Yezh orin ar film pe an abadenn skinwel | saozneg |
| Deiziad kregiñ | 13 Gwengolo 2005 |
| Deiziad echuiñ | 19 Du 2020 |
| Darvoud-alc'hwez | television pilot |
| Produer dileuriet | McG, David Nutter, Kim Manners, Sera Gamble |
| Sonaozer | Jay Gruska |
| Embregerezh produiñ | Warner Bros. Television |
| Dasparzher | Warner Bros. Television, Netflix |
| Lec'h an istor | Stadoù-Unanet |
| Lec'h filmañ | British Columbia |
| Aspect ratio (W:H) | 16:9 |
| Camera setup | single-camera setup |
| Bet kinniget evit | Satellite Award for Best Television Series – Genre, Satellite Award for Best Television Series – Genre, Primetime Emmy Award for Outstanding Music Composition for a Series (Original Dramatic Score), Teen Choice Award for Choice TV Actor Drama |
| Hollved faltaziek | hollved Supernatural |
| Roll an tudennoù | listenn tudennoù Supernatural |
| Roll ar rannoù | listenn lodennoù Supernatural |
| Diaz embann | video diwar c’houlenn |
Supernatural zo ur stirad skinwel spont ha moliac'h stadunanat. Savet eo bet gant Eric Kripke. D'an 13 a viz Gwengolo 2005 e voe skignet al lodenn gentañ gant The WB, ha diouzhtu e troas d'ul lodenn eus programmadur ar chadenn The CW.
Ar stirad a ro tro da heuliañ buhez ar vreudeur Winchester a vez o chaseal euzhviled, tasmantoù ha boudoù dreistordinal ; Jared Padalecki a c'hoari Sam Winchester ha Jensen Ackles eo Dean Winchester. Stourm a ra ar vreudeur evit difenn Mab-den rak an nerzhioù fall.
Produet eo ar stirad gant Warner Bros. Television ha Wonderland Sound and Vision ; McG, Robert Singer, Phil Sgriccia, Sera Gamble, Jeremy Carver, John Shiban, Ben Edlund hag Adam Glass o deus sikouret Kripke er broduerezh. Ar penn produer ha rener Kim Manners zo marvet diwar krign-bev ar skevent e-kerzh produiñ ar pevare koulzad.
Ar stirad skinwel a zo filmet e Vancouver, British Columbia ha war an tro-wardroioù. Bez e oa bet kroget ar seveniñ e-pad tost dek vloaz a-raok ma vije kroget gant ar filmañ. Ar c'hrouer Kripke a oa bet o klask un istor diazez e-pad bloavezhioù. Al lodenn pilot a oa bet arvestet gant e-tro 5,69 milion a arvesterien. Notenniñ ar peder lodenn gentañ en devoa roet c'hoant da The WB da brenañ ur c'houlzad a-bezh. Da gentañ holl e oa bet soñjet gant Kripke da gaout tri c'houlzad met a-benn ar fin e voe kendalc'het gant ar soñj kaout pemp. Ar pempvet lodenn a echue gant an istor diazez. Ar stirad skinwel a zo kendalc'het goude-se gant koulzadoù lies. Evit skrivañ ar senario e voe skrivagnerien nevez evel Sera Gamble, Jeremy Carver, Robert Singer hag Andrew Dabb.
Lodenn ziwezhañ ar stirad a zo bet skignet d'an 19 a viz Du 2020, goude 327 lodenn skignet en holl ledet war 15 koulzad.
Aktourien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jensen Ackles evit Dean Winchester.
- Misha Collins evit Castiel.
- Mark Sheppard evit Crowley (an diaoul).
- Jim Beaver evit Bobby Singer.