Sulli
| Reizh pe jener | plac'h |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Korea ar Su |
| Anv e yezh-vamm an den | 최진리 |
| Anv ganedigezh | Choi Jin-ri |
| Anv-familh | 최 |
| Lesanv | Sulli, 설리 |
| Deiziad ganedigezh | 29 Meurzh 1994 |
| Lec'h ganedigezh | Busan |
| Deiziad ar marv | 14 Here 2019 |
| Lec'h ar marv | Sujeong-gu |
| Doare mervel | emlazh |
| Yezh vamm | koreaneg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | koreaneg |
| Micher | aktour, kaner, model |
| Bet war ar studi e | School of Performing Arts Seoul, Cheongdam Middle School, Duksung Women's University |
| Deroù ar prantad labour | 2009 |
| Dibenn ar prantad labour | 2019 |
| Rumm-gwad | O |
| Voice type | Soubrette |
| Benveg sonerezh | mouezh |
| Ezel eus | f(x) |
| Tachenn | K-pop |
| Label sonerezh | SM Entertainment |
| Prizioù resevet | KBS Drama Awards |
| Lec'hienn ofisiel | http://sulli.smtown.com/ |

Choi Jin-ri, ganet d'an 29 a viz Meurzh 1994 hag aet da Anaon d'ar 14 a viz Here 2019, Sulli diouzh hec'h anv micher, a oa un aktourez, kanerez ha topmodel sukorean. Sulli he doa komañset evel aktourez pa oa-hi bugel, gwelet e oa bet en drama istorel Ballad of Seodong (2005) war ar chadenn SBS. Goude-se e oa bet gwelet e rolloù a-eil lies, e filmoù skinwel evel Love Needs a Miracle (2005), Vacation (2006), ha Drama City (2007). Gwelet eo bet ivez e filmoù dieub evel Punch Lady (2007) ha BA:BO (2008).

Sulli zo deuet da vezañ brudetoc'h-brudetañ gant an amzer. Un arouez e oa eus sevenadur Korea ar Su, deuet e oa da vezañ hec'h anv an hini a veze klasket ar muiañ war Google e Sukorea e 2017, dirak ar brezidantez Moon Jae-in.
Adkavet eo bet marv d'ar 14 a viz Here 2019 en he zi. Hervez ar polis ez eo un emlazh. Oadet e oa a 25 bloaz.