Subduktadur

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Tresadenn un takad subduktadur (pe islinkadur)

Ar subduktadur[1] pe islinkadur[2] zo un argerzh geologek hag a adkelc'h litosferenn ar meurvorioù e-barzh mantell an Douar el lec'h ma tosta bevenn ar plakennoù tektonek an eil ouzh eben. Pa'n em gav litosferenn okeanek ur blakenn dektonek gant litosferenn un eil plakenn ha n'eo ket ken fetis an danvez anezhi, ar blakenn bounnerañ a sank dindan an eil e-barzh mantell an Douar. Ul lec'h ma c'hoarvez an argerzh-se zo anvet un takad subduktadur. Argerzh ar subduktadur en deus krouet ar pep brasañ eus kreunenn kevandirioù an Douar[3]. Muzuliet e vez ar feurioù subduktadur e kantimetr dre vloaz, gant ur feur keitat zo etre daou hag eizh kantimetr bep bloaz a-hed ar pep brasañ eus ar bevennoù plakennoù[4].

Gallout a ra ar subduktadur c'hoarvezout abalamour ma'z eo un tamm fetisoc'h litosferenn yen ha reut ar meurvorioù evit an astenosferenn tomm ha gwak zo dindani. Ur wezh kroget e kendalc'h ar subduktadur en un doare stabil dreist-holl abalamour da flodusted fall al litosferenn fetis o sankañ er vantell. Sankañ a ra abalamour d'he fouez dreist-holl[5]. Peurliesañ e vez ur blakenn okeanek hag a sank dindan ur blakenn kevandirel pe ur blakenn okeanek yaouankoc'h.

C'hoarvez a ra krenoù-douar alies hed-ha-hed an takadoù subduktadur, ha liñvennoù laosket da vont gant ar blakenn o sankañ a atiz ar volkanouriezh er blakenn a-us. Pa sank ar blakenn hervez ur c'horn skouer, ar blakenn a-us a ziorren ur gouriz distummadurioù geologel : ar greunenn a deva, menezioù a gresk, ha metamorfegezh zo. Pa sank hervez ur c'horn sershoc'h e stumm diazadoù kilstourm zoken[6].

Subduktadur ha plakennoù tektonek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Plakenn Juan de Fuca a sank dindan plakenn Norzhamerika e Takad subduktadur Cascadia
Plakennoù tektonek a sank dindan re all, ar pezh a grou fozelloù mor.

Hervez damkan ar plakennoù tektonek, litosferenn an Douar, e bluskenn reut diavaez, zo torret e chwezek plakenn dektonek vras ha meur a unan bihanoc'h. Dilec'hiañ a reont goustadik abalamour d'ar c'hoñvektadur e-barzh mantell an Douar gwak zo dindane. Krouet eo an argerzh koñvektadur-se gant an tommder a zeu eus skinoberiantiz kalon an douar hag a dec'h eus diabarzh an Douar[7].

Kreunenn skañv diavaez ha gwelead reut uhelañ mantell an Douar a ya d'ober al litosferenn. Tevder al litosferenn okeanek a ya eus un nebeud kilometroù pa vez yaouank, e-kichen ar c'hribennoù e-kreiz ar meurvorioù, betek kant kilometr pe war-dro evit al litosferoù okeanek koshañ[8]. Litosferenn ar c'hevandirioù a ya betek 200 km tevder[9]. Yen ha reut a-walc'h eo al litosferenn e-keñver an astenosferenn dindani, hag abalamour da se e fiñv ar plakennoù tektonek evel korfoù solut o flodañ war-c'horre an astenosferenn. Alies ez eus rannoù litosferenn okeanek ha litosferenn gevandirel en ur memes plakenn dektonek.

An takadoù subduktadur eo al lec'hioù ma sank litosferenn yen ar meurvorioù dindan ar vantell ha ma vez adkelc'hiet[10][11]. Kavout a reer anezhe war vevenn ar plakennoù a stok an eil ouzh eben, el lec'h ma stok litosferenn okeanek ur blakenn ouzh litosferenn ur blakenn all ha n'eo ket ken fetis. Sankañ a ra ar blakenn bounnerañ hervez ur c'horn, dezhañ etre 25° ha 75° e-keñver gorre an Douar[12]. Ar c'hemm gwrez etre al litosferenn hag an astenosferenn an hini eo a laka al litosferenn da sankañ, rak yenoc'h eo al listosferenn okeanek, hag abalamour da se e vez fetisoc'h dre vras[13]. Gouelezennoù ha dour zo kaset gant an tamm litosferenn hag adkelc'hiet er vantell zon[14].

Poulzet gant al litosferenn okeanek e c'hall plakennoù kevandirel stekiñ an eil ouzh eben er memes doare tamm-pe-damm met neuze ne ya ket ar subduktadur en tu all da gant kilometr donder. Ker bras e vez ar gwask a zeu eus stokadenn an div blakenn gevandirel ma sav skantoù tektonek hag en em zistag diouzh mantell an Douar peotramant ma sav ar blakenn okeanek dreist ar blakenn gevandirel[15].

An Douar eo ar blanedenn nemeti da c'hoût dimp ma c'hoarvez an argerzh-se, hag an takadoù subduktadur zo e berzh tectonek pouezusañ. Ar subduktadur eo an nerzh a-dreñv ar plakennoù tektonek, hag hepte, ne vefe ket eus ar plakennoù[16]. Kavout a reer an takadoù subduktadur hed-ha-hed 55 000 km bevennoù plakennoù o stekiñ an eil ouzh eben[17], hogos ar memes hed hag an 60 000 km kribennoù e-kreiz ar meurvorioù[18].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Kreizenn ar geriaouiñ, Dictionnaire breton des sciences et des techniques
  2. TermOfis ha Geriadur Ménard/ subduction.
  3. Stern, Robert J. (2002), "Subduction zones", Reviews of Geophysics 40(4): 1012, doi:10.1029/2001RG000108, Bibcode{{{bibcode}}} 
  4. Defant, M. J. (1998). Voyage of Discovery: From the Big Bang to the Ice Age. Mancorp. 325 p. ISBN 978-0-931541-61-2. 
  5. Stern, Robert J., "Subduction zones", Reviews of Geophysics, 40 (4): 1012, 2002, p. 3.
  6. Stern, Robert J., "Subduction zones", Reviews of Geophysics, 40 (4): 1012, 2002, p. 3.
  7. (2003) Volcanism. Berlin : Springer. 13–20 p. ISBN 9783540436508. 
  8. Stern 2002, p. 5
  9. (April 1998) "Thermal structure, thickness and composition of continental lithosphere". Chemical Geology 145 (3–4): 395–411. DOI:10.1016/S0009-2541(97)00151-4
  10. Stern 2002.
  11. (2016) "Continental versus oceanic subduction zones". National Science Review 3 (4): 495–519. DOI:10.1093/nsr/nww049
  12. (10 December 1978) "Mantle flow pressure and the angle of subduction: Non-Newtonian corner flows". Journal of Geophysical Research: Solid Earth 83 (B12): 5892–5898. DOI:10.1029/JB083iB12p05892
  13. Stern 2002, p. 5.
  14. Stern 2002, p. 15.
  15. Damien Jaujard, Géologie. Géodynamique - Pétrologie, Études de terrain, 2020, pp. 61-71
  16. Stern, 2002, pp=1-4
  17. S. Lallemand, La Subduction Oceanique, Newark, New Jersey, 1999
  18. Stern, 2002, p. 4