Strollad Komunourion Republik Moldova
Neuz
Strollad Komunourion Republik Moldova (e moldaveg: Partidul Comuniştilor din Republica Moldova) a zo anv ur strollad komunour bet krouet e Moldova e 1993, gant Vladimir Voronin en e benn.
Er galloud emañ ar Strollad e Republik Moldova, aet ar maout gantañ en div votadeg diwezhañ evit dilenn ar Parlamant, hag izili eo Prezidant ar vro Vladimir Voronin, ar C'hentañ Ministr, Zinaida Greceanîi, ha Mouezhier ar Parlamant, Marian Lupu.
Ar strollad komunour nemetañ an hini eo da vezañ bet dilennet en unan eus ar Republikoù Soviedel a gent goude ma'c'h eas da get an Unaniezh Soviedel.
Ezel eo eus Strollad Tu-kleiz Europa.
Gwelit ivez:
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Strollad Komunour Moldova (strollad istorel da geñver ar maread soviedel)