Mont d’an endalc’had

Strollad Komunour Paraguay

Eus Wikipedia

Strollad Komunour Paraguay (e spagnoleg: Partido Comunista Paraguayo) a zo anv ur strollad komunour bet krouet e Paraguay e 1928, anavezet nebeud war-lerc'h evel ur gevrenn eus an Etrebroadel Komunour.

Ananías Maidana eo Sektretour-Meur ar Strollad hiziv.

Gwasket-kriz e oa bet ar Strollad da geñver ar renad milourel staliet er vro an eilw ar-lerc'h egile. Dont a reas a-benn da vezañ anavezet hervez al lezenn e 1936 hag addare etre 1946 ha 1947. Goude ma kouezhas renad Alfredo Stroessner e oa bet anavezet ar Strollad da vat hervez al lezenn.

Da heul an disemglev etre URSS ha Sina e tisrannas ar Strollad e 1967, bet krouet gant ar re aet kuit dioutañ o tifenn linenn bolitikel Sina Strollad Komunour Paraguay (Marksour-Leninour).

Unan eus ar strolladoù bet savet gante an Tu-kleiz Unvan e 2002 e oa Strollad Komunour Paraguay, daoust ha ma'c'h eas kuit diouzh ar gensavenn-se e 2003 abalamour d'un disemglev diwar-benn ar strategiezh e-keñver ar mouezhiadegoù ha dibab ar gannaded. Dibab a reas un disrann izili er Strollad, avat, anvet "Luskad evit Adtapout Demokratelezh Strollad Komunour Paraguay" (Movimiento por la Recuperación Democrática del Partido Comunista Paraguayo), kenderc'hel da labourat e diabarzh an Tu-kleiz Unvan.

Embannet e vez gant ar Strollad ar gelaouenn Adelante! ("War-raok!").

Liammoù diavaez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]