Strollad Komunour Brazil (PCdoB)
Strollad Komunour Brazil (e portugaleg: Partido Comunista do Brasil, PCdoB) a zo anv ur strollad komunour marksour-leninour krouet e Brazil d'an 18 a viz C'hwevrer 1962, da heul un disrann e diabarzh Partido Comunista Brasileiro (PCB), pellaet tamm-ha-tamm diouzh ar varksouriezh-leninouriezh hag aet muioc'h-mui war hent an adwelouriezh da diwezh ar bloavezhioù 1950 ha da deroù ar bloavezhioù 1960.
Mont a reas kuit ur c'hant ezel bennak ha d'ar 18 a viz C'hwevrer 1962 e oa bet asanett gante ur manifesto levezonet-don gant ar vaoouriezh. Ar Strollad kentañ an hini e oa, estreget Strolladoù komunour all er galloud en o bro, o sevel a-enep da bolitikerezh Nikita C'hrouchtchov en un doare foran en ul lizher digor kaset dezhañ e 1963.
Kregiñ a reas neuze da embann kelaouenn ar Strollad, anvet A Classe Operária (Renkad al Labourerion).
Sevel a rae a-du gant linenn bolitikel Strollad Labour Albania da heul an disemglev etre Sina hag Albania.
Goude meur a vloavezh o stourm dre guzh da geñver an diktatouriezh vilourel, e oa bet anavezet Strollad Komunour Brazil (PCdoB) da vat evel ur strollad lezennel e 1988.
Bremañ ez eus ur 409,300 ezel bennak er Strollad, gant Luciana Santos en e benn.
Da geñver ar vouezhiadeg kentañ evit dilenn Prezidant ar vro abaoe 29 bloaz dalc'het e 1989 e oa bet tizhet un emglev-dilennadeg etre Strollad al Labouerion ha Strollad Komunour Brazil (PCdoB), aet gante 47% eus ar mouezhioù. Kinniget e oa bet kannaded war al listenn unvan-se etreze o-daou er mouezhiadegoù dalc'het e 1994, 1998 hag e 2002.
Kemer a ra perzh hiiv ar Strollad er gouarnamant diazet war ur c'henemglev etre Strollad al Labourerion, ar strollad pennañ, ha strolladoù all, gant Luiz Inácio Lula da Silva, penn Strollad al Labourerion, da Brezidant abaoe miz Genver 2003.
Ezel eo kevrenn yaouankizoù ar Strollad, "Unvaniezh ar Yaouankiz Sokialour" (União da Juventude Socialista, UJS) eus Kevredad Hollvedel ar Yaouankizoù Demokratel (World Federation of Democratic Youth).
Gwelit ivez:
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Strollad Komunour Brazil : Pajenn disheñvelout