Strollad Komunour Angola
Neuz
Strollad Komunour Angola (e portugaleg: Partido Comunista Angolano) a oa anv ur strollad komunour bet krouet en Angola e 1955, dindan levezon Strollad Komunour Portugal, gant ar vreudeur Mário Pinto de Andrade ha Joaquim Pinto de Andrade, ur beleg katolik anezhañ, en e benn.
Gant ar Strollad e oa bet savet skolioù ha levraouegoù dre guzh e Luanda, ha krouet e oa bet kevrennoù e Catete ha Malanje.
E 1956 e kendeuzas ar Strollad gant al Luskad Poblek evit Dieubidigezh Angola (MPLA).