Strofios

Eus Wikipedia

Strofios (gregach: Στρόφιος, Strophios) a oa mab da g-Krisos ha da Antifateia, ha roue Fokis. Breur-kaer e oa da Agamemnon pa oa dimezet gant e c'hoar Anaksibia. Degemer a reas Orestes en e lez; ar paotrig a oa bet sachet gant e c'hoar Elektra a-zindan tan kasoni o mamm Klytaimnestra goude muntr Agamemnon.

Ur mab en doa Strofios, Pylades e anv, a oa mignon da Orestes, hag en doe ur mab anvet Strofios ivez.