Bandenn Gaza
Rann eus | Tiriadoù palestinat ![]() |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1949 ![]() |
Perzhiad e | "First Rain" Operation ![]() |
Anvet diwar | Gaza ![]() |
Anv annezidi | gazià, gaziana, gazians, gazianes ![]() |
Kevandir | Azia ![]() |
Stad | Palestina ![]() |
Kêr-benn | Gaza ![]() |
Daveennoù douaroniel | 31°27′0″N 34°24′0″E ![]() |
Poent uhelañ | Abu Auda ![]() |
Penn an aotrouniezh | Mahmoud Abbas, Ismail Haniyah ![]() |
Gwerzhid-eur | UTC+02:00 ![]() |
Moneiz | new shekel ![]() |
A zo stok ouzh | Egipt, Israel ![]() |
Ekonomiezh an danvez | ekonomiezh Bandenn Gaza ![]() |
Araogenn bellgomz ar vro | +970 ![]() |


Bandenn Gaza, pe Strizhenn Gaza (قطاع غزة, Qita' Ghazzah, en arabeg, רצועת עזה, Retzuat 'Azza, en hebraeg) zo un dachenn douar lec'hiet e mervent Israel. Evel Sisjordania e oa bet aloubet gant arme Israel ha melestret e rankfe bremañ gant Aotrouniezh Vroadel Palestina, met tapet eo bet ar galloud eno gant al luskad Hamas e 2007.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bandenn Gaza a denn hec'h anv eus hini ar gêr vrasañ er c'hornad, Gaza pe Ghazza.
Israel ha Bandenn Gaza[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Da-heul an diviz kemeret gant Aozadur ar Broadoù Unanet d'an 29 a viz Du 1947, e oa Palestina da vezañ rannet e div stad dizalc'h, ur stad yuzev hag ur stad arab ; ar stad arab a oa d'en em ledañ, dre vras, war Sisjordania ha Bandenn Gaza. Gant ar broioù arab amezek e voe nac'het ar rannadur-se ha disklêriañ a rejont ar brezel a-enep ar stad yuzev (Israel). Un arsav-brezel a voe e 1949 etre Israel hag ar broioù arab ha drezañ e voe lakaet douaroù Sisjordania e dalc'h stad Jordania. Bandenn Gaza, hi, a voe fiziet ar melestradur anezhi en Ejipt. Goude ar Brezel c'hwec'h devezh, e 1967, e voe aloubet an douaroù-se gant Israel. Bandenn Gaza a voe staget ouzh Israel neuze betek 1994, pa oa bet sinet Emglevioù Oslo. Hervez an emglev-se e oa un doare gouarnamant emren, Aotrouniezh Vroadel Palestina, da ren war 80% eus an douaroù palestinat a oa bet aloubet e 1967. E gwirionez e talc'has arme Israel da ren Bandenn Gaza betek 2005. Er bloavezh-se e voe rediet an trevadennoù savet gant Yuzevien da vont kuit gant gouarnamant Israel.