Streets of Rage 2

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Streets of Rage 2 zo ur c'hoari video embannet d'ar 14 a viz Genver 1993 e Japan gant an anv Bare Knuckle II: The Requiem of the Deadly Battle (ベア・ナックルII 死闘への鎮魂歌 Bea Nakkuru Tsū: Shitō he no Chinkonka). Ur c'hoari doare beat 'em up eo embannet gant Sega. An eil c'hoari eo en heuliad c'hoarioù video Streets of Rage, heuliet e voe gant Streets of Rage 3, trede lodenn hag hini ziwezhañ an heuliad.

Er c'hoari e vez kavet div zudenn nevez: Max Thunder hag Eddie "Skate" Hunter, breur yaouankañ Adam Hunter eo eus ar c'hentañ c'hoari. DEgemeret mat gant gwerzhioù uhel, gwelet e vez evel ar c'hoari gwellañ eus an heuliad hag evit lod burutemlladennerien ar c'hoarioù video ez eo unan eus ar re wellañ da c'hoari.

Doare c'hoari[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Chom a ra Streets of Rage 2 gant un doare c'hoari dammheñvel evit hini ar c'hentañ c'hoari, gwellaet e vez a nebeut memestra. Ar c'hemm rbashañ a zo da glask war-zu an tagadennoù ispisial. Er c'hentañ c'hoari e veze tu gervel un oto polis a lazhe an holl enebourien a oa ouzh ar skramm. Er c'hoair nevez e vez un dagadenn ispisial a-enep nebeutoc'h a enebourien hag a goust buhez d'an dudenn c'hoariet. Pep tudenn a vez tu c'hoari a zo bet brasaet e fiñvoù pe tagadennoù posubl evit ma vefen hiniennoù gant o doare c'hoari ha tro-spered dezho e-unan.