Mont d’an endalc’had

Sticks and Stones

Eus Wikipedia

"Sticks and Stones" zo ur rimadell saoznek, kaoz enni eus ur bugel a vije graet anvioù drouk anezhañ. Lavaret e vez dezhañ chom hep ober van ebet, chom hep en em gannañ evit kelo-se, ha bezañ sioul. Embannet e vije bet[1] e The Christian Recorder e miz Meurzh 1862, ur gelaouenn dalc'het gant an African Methodist Episcopal Church, ma veze kinniget evel ul "lavar kozh" (un "old adage" ) evel-hen:

Sticks and stones will break my bones
But words will never harm me.

(Bizhier ha mein a dorro ma eskern Ar gerioù avat ne raint droug din biken)

Adkemeret e voe an div linenn-se e 1872 e-barzh Tappy's Chicks: and Other Links Between Nature and Human Nature, by Mrs. George Cupples[2]. ma oa kinniget evel un ali. Sede ar gerioù resis :

Sticks and stones may break my bones
But names will never hurt me.

Kement-se a gaver el lezenn ivez, rak n'haller ket ober prosez abalamour d'ar gerioù drouk, ma n'int ket kunujennoù difennet, pa c'haller ober goude gourdrouz da skouer.

  1. Gary Martin. The Phrase Finder. Kavet : 22 Gwengolo 2012.
  2. Cupples, Mrs. George [Ann Jane Dunn Douglas] (1872). London: Strahan & Co. p. 78 [1]