Steve Eaves
Neuz
Steve Eaves, ganet e 1952 en Stoke-on-Trent (Bro-Saoz), zo ur barzh, soner ha kaner kembraek, levezonet gant ar blues[1].
Studier eo bet e Coleg Prifysgol Llanbedr Pont Steffan. Sonet en deus e meur a stollad, evel Steve Eaves a'i Driawd, a zo bet adanvet Steve Eaves a Rhai Pobl.
Tad eo d'ar ganerez Lleuwen Steffan ha d'ar skrivagnerez Manon Steffan Ros.
E dibenn ar bloavezhioù 1990 e oa bet o seniñ e Breizh, e Kann al Loar Landerne.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Noethni 1983, (Y Lolfa)
- Jazz yn y Nos 1986, (Y Lolfa)
- Posteri Poeth (Pakad 4 skritell gant barzhoneg gant Steve Eaves, Robat Gruffudd, Robin Llwyd ab Owain, Dewi Pws), e miz Eost 2001, (Y Lolfa).